Perinaig hag he fodad laezh

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war don : Petra zo nevez e Kêr-Is 

  I 

Perinaig, – ar plac’h lirzhin, – 
A gerzhe skañv da Werliskin, 
Ur podad laezh sonn, – war he fenn, – 
Diazezet war un dorchenn. 

Lakaet he doa ur c’hoef gwenn-kann, 
Botoù nevez ha loeroù moan, 
He blev rannet, flouret ’giz kaer, 
Evel div lipadenn ounner*.    [pe annoar] 

Klouar an deiz, hag an heol splann, 
Ar strouezh karget a richan. 
Brav eo bevañ, o ma Doue ! 
Perin ’oa ket he fenn gant-se. 

Klevit ar plac’h o krozmolat : 
« Ma laezh, hep mar, ’vo gwerzhet mat, 
Teir dousenn uioù neuze ’brenin,
Dindan ma yer o lakain. 

M’em bo tri c’hlodad yer munut 
Gwarezet kloz ’barzh en o c’hlud ; 
Gwall lemm e vo fri Alanig*    [ul louarn] 
Ma ne lez din gwerzh ur wizig. 

Ma gwiz, pa ’vo bras, a voc’ho ; 
– Savet ma moc’h, me o gwerzho, 
– Gant ar priz me ’m bo daou leue kaer, 
Marteze, zoken, un ounner.

Setu din laezh a-leizh ar pod, 
Amann melen a-varr ribot, 
Ma yalc’h a bounnera bemdez, 
Me ’vo ur baborez neuze ! 

Pentet evel ur bennhêrez, 
Ar faroded ’ray din al lez… 
Pipi, ma c’hoant, ’vo ma fried, 
Jabadao ! Neuze ’vo dañset ! » 

– Ober a ra ul lamm dañvad, 
Patatra ! Grilhet ar podad ! 
Ken’o uioù, moc’h, klodad, ounner,
Ha ken’o, siwazh ! Pipi gwer ! 

Ar pod a zo grizilhonet 
– Hag al laezh er boultrenn skuilhet. 
– Perinaig a skuilh daeroù, 
– Ar c’hi a lip e vuzelloù. 

  II 

Perinaig ’deus huñvreet, 
’Kreiz he huñvre eo dihunet. 
– Piv na huñvre ket er bed-mañ ? 
Ar furañ koulz hag ar sotañ. 

Ar paour a huñvre er madoù, 
Ar pinvidig en enorioù, 
Ar c’hlañvour a huñvre yec’hed ; 
– An Ankoù o dihun abred. 

  da’m merc’h Zoe-Palmir 
  piv na huñvre ket er bed-mañ ?