ar Paourkaezh Lazar

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

graet gant un den nevez-zistro eus ar bed all 

war don : Maout ar Goff ha maout ar Gall 

War ma feiz ! ma mignoned, 
Divalav ’on bet gwasket. 
Soñjal a raen, e taol-mañ, 
E rankjen lipat ma loa. 

DISKAN :
 Tra, la, tra, la, tra, la, la ! (bis) 

An Ankoù, an douilhez kriz, 
Evit ma stlejañ, ganti, 
E bro teñval ar goued*,    [gozed] 
Kalz, kalz, he deus c’hoariet. 

 DISKAN: Tra, la… 

Na ’velkent, ouzh he skilfoù, 
’Meus sachet ma relegoù ; 
Met, pell, a vo kizellet 
Warnon he fav milliget. 

 DISKAN: Tra, la… 

Ma divjod a zo melen 
Evel ur c’hozh anduilhenn, 
Ma lagad hanter varv, 
Treut ’on ’vel ur sac’h tachoù. 

 DISKAN: Tra, la… 

Ma chouk a zo daoubleget, 
Ma fri ’neus un troadad hed, 
Teuzet krak eo ma c’hof-gar, 
Ha krenañ ’ra ma divc’har. 

 DISKAN: Tra, la… 

Evel ur paour mac’hagnet, 
War un tammig bazh harpet, 
Er parkoù, en em stlejan 
’Vel ar c’hizhier da heoliañ. 

 DISKAN: Tra, la… 

Ret ez eo din, krenn, kuitaat 
Kement seurt a gaven mat, 
Hag un dra washoc’h – ouzhpenn, 
Karout pezh a gasaen. 

 DISKAN: Tra, la… 

Karout a raen ar bevin, 
Un tamm maout, ur c’har boñsin*,    [pe kig-yer] 
Bremañ ’rankan, ’vel ur c’haezh, 
Lonkañ yod ha patatez. 

 DISKAN: Tra, la… 

Gant ur bannac’hig gwin mat 
E verve, gwechall, ma gwad, 
Bremañ ’z-an, p’am eus sec’hed, 
Da evañ gant ar pesked. 

 DISKAN: Tra, la… 

Ma c’horn, gant e vogedenn, 
Am lakae sart ha laouen, 
Ken’o ! Ma yalc’h varellet, 
Ma c’horn ken brav bragezet ! 

 DISKAN: Tra, la… 

A greiz kalon e karien 
Ar binioù, an abadenn, 
Met ar wech-mañ, hep bombard, 
Em eus ranket lammout start ! 

 DISKAN: Tra, la… 

Me ’gare, d’an daou lamm ru[z], 
Nijal gant ma c’hazeg du ; 
Bremañ, ’vel ur velc’houedenn, 
E kuzhan ’barzh ma c’hrogenn. 

 DISKAN: Tra, la… 

Karout a raen, mintin mat, 
Er maezioù, redek ar c’had, 
Bremañ ne ran ket chase 
Nemet da c’hwenn ma gwele ! 

 DISKAN: Tra, la… 

  da Erwan-M.  an Andouar 

    e Gwerliskin