Margod ar big, ar plac’h faeüs
- Préface de F.-M. Luzel
- Jabadao ha kaniri I
-
Jabadao ha kaniri II
- al Louarn besk
- Perinaig hag he fodad laezh
- ar Bleiz hag an oan
- an Den hanter-oad hag e ziv vestrez
- Razh kêr ha razh kouer
- Margod ar big, ar plac’h faeüs
- an Daou glasker-bara hag ar graonienn
- ar C’hwrac’h kozh hag an div vatezh
- ar Miliner, ar vab hag e azen
- an Daou vignon
- ar C’hog-raden hag ar verienenn
- Da ziwezhañ
war don : Petra zo nevez e Kêr-Is ?
I
Anaout a rit ? Piv na ra ket
Margod ar big, a Gêr Biged,
Ur gwrac’hig kromm ha barvegez,
’Vel ma vi-te, Fant skignerez*. [goapaerez]
Hounnezh zo bet ur bompinenn*, [bompinell]
Ur plac’h a dan, mistr ha kempenn,
Lemm a spered, lemm a lagad,
Ha pennhêrez dreist ar marc’had.
Faeüs e y-oa, ha faeüs bras !
« – Mar kemeran, ’mezi, ur gwaz,
E rank kaout nerzh ha koantiri,
Teod ur c’hloareg, stumm ur pipi.
Ur galon domm hep botoù berr*, [gwarizi]
Reizh ha sentus e pep amzer ;
A ouenn vat e ranko bezañ,
Gant un tamm brav a beadra. »
– Kement si vat ’rankje kavet,
Si fall ebet pe netra c’hraet,
Un den ’vel n’eus, na vo biken,
Ael da huñvre, Madalen !
II
– Tostaat a ra paotred faro[d]
D’ober askellig da Vargod,
Tud a zanvez, – koant, – stummet mat, –
Ar plac’h ne gav hini d’he grad.
« – Atav ! Me dim’iñ d’ar seurt-se !
Trelatet ’int, sot-naet, ma feiz !
Sell Yann, gant e fri minaoued ;
Fañch, an daoulagad dilavet ;
Loeizig, ul logodenn vihan ;
Job, ur geuneudenn dreut ha moan :
Hemañ pladenn ’vel ul leue,
Henhont ken feulz hag ur c’hole ! »
III
– Pa oant skuizh oc’h huanadiñ,
– ’Int skampet, – hini hag hini ;
– Neuze ’tosta paotred teuskoc’h :
Daou intañv loued, ur seller moc’h…
Margod a ziroll da c’hoarzhin
Gant neuzioù kroug, dirak o min.
« – Ne lakain ket, – ac’hann da bell,
– Spilhoù da goef Santez Katell. »
IV
– An oad a zeu, ken’o gened !
He blev zo griz, he beg ridet,
N’c’heller ket, siwazh ! neveziñ
Beg ur plac’h kozh ’vel tal un ti.
Ar melezour, ar c’hloc’h, bemdez,
A lavar dezhi : « Dimez ! Dimez ! »
Ar big a grog en he skouarn.
Ho ! Mil bennozh d’an hent houarn !
Kavet he deus ur cheminod
Tort, jilgamm, luch ha divalo,
Ul lont[r]eg, paour evel ur razh,
En em ginnig a rankas c’hoazh.
V
– Penaos e kavit ar gentel,
Merc’hed breuriezh Santez Katell ?
Ha c’hwi, gwragez Cheminoded,
’Peus ket a geuz d’ar Vretoned ?
da’m mignon Viktor Kresolles, e Kombrid