ar C’hog-raden hag ar verienenn
- Préface de F.-M. Luzel
- Jabadao ha kaniri I
-
Jabadao ha kaniri II
- al Louarn besk
- Perinaig hag he fodad laezh
- ar Bleiz hag an oan
- an Den hanter-oad hag e ziv vestrez
- Razh kêr ha razh kouer
- Margod ar big, ar plac’h faeüs
- an Daou glasker-bara hag ar graonienn
- ar C’hwrac’h kozh hag an div vatezh
- ar Miliner, ar vab hag e azen
- an Daou vignon
- ar C’hog-raden hag ar verienenn
- Da ziwezhañ
I
’Pad an dommder, ar c’hog-raden* [ar grilhig-gwez]
A gane ’nerzh e gorzailhenn ;
N’en doa preder nemet bragal,
Boueta c’hwek, heoliñ ha tumpal*. [c’hoariellat]
Ken a venne al loenig kaezh,
E padje ’n hañv ’hed e vuhez,
E parje an heol benniget,
Hag e vleunje ar prad bepred.
Na daolit ket ar maen gantañ,
An den zo dievezh ’veltañ.
’Pad m’eo yaouank, yac’h ha laouen,
Piv ’wel erru ar gozhni yen ?
Setu deuet ar goañv kriz,
Gant dent Genver* dindan e fri, [aiguilles de glace]
An avel a groz gant kounnar,
Ar glav a zilav an douar.
Loenig Doue, na ganez mui,
Krenañ ’ra da holl izili,
Krenañ gant naon ha paourentez,
N’ez peus ’met un aezhenn vuhez.
II
Mont a ra, mantret a enkrez,
Da di e nes amezegez,
Ur verienenn flour ’vel ur go[z],
Ar binvidikañ eus ar vro.
« – Yec’hed deoc’h-hu, ma itron vat !
(Ar bevien gaezh zo dereat.)
En anv Doue, va sikouret*, [sikourit]
N’am eus ken, er gêr, fulenn voued.
Prestit din, ’pad pemp pe c’hwec’h miz,
Ur rennad kerc’h, un tamm gwinizh,
Me ’zaskoro (feiz kog-raden),
Greun evit greun, ha kalz ouzhpenn. »
– Ar merien, war a lavarer,
Da brestañ, da reiñ, n’int ket kaer.
Gant ur beg krog : « – Petra, ’mezi,
Hoc’h eus-hu graet e lec’h mediñ ? »
« – Me ’gane lirzhin ’vit an holl,
A darzh an deiz betek kuzh-heol. »
« – C’hwi a gane ! Ho ! Mat a-walc’h !
Dañsit bremañ, dañsit ho kwalc’h ! »
III
Falz pinvidik, kozh verienenn,
’Zinac’h d’e vreur an aluzen,
Te ’yudo en tan gant kounnar :
Ul lommig dour, Lazar ! Lazar !
N’omp ket merien, ni, tud Arvor ;
D’ar paour eo digor frank hon dor ;
Bepred e kav gwarez ha boued
Ur skabell e korn an oaled.
da’m chenvreur Emil Grimaud, e Naoned