Kimiad ur soudard yaouank

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

war don : Al labourer 

Ma c’halon a zo freilhet dre nerzh ma enkrezoù ; 
Ma daoulagad entanet n’o deus mui a zaeroù, 
Deut eo siwazh ! an devezh ma rankan dilezel 
Lec’h kaer ma bugaleaj, ma bro gaer Breizh-Izel ! 

Ken’o dit, ma zi balan, kuzhet ’barzh an draonienn, 
Tachenn c’hlas war behini, bugel, e c’hoarien ; 
Gwez ivin ken bodennek, e disheol a bere, 
E-pad tommder an hañvoù, e kousken da greisteiz. 

Ken’o ! Ken’o ! Mamm ha tad, bremañ, n’esperit mui 
E chomfe ho mab karet da harpañ ho kozhni, 
Evit gounit deoc’h bara, ’vel m’hoc’h eus graet dezhañ ; 
Al lezenn zo didruez, ho kuitaat a rankan. 

Nag a wech, ma mamm dener, e rankfet-hu leñvañ, 
Pa zeuy ma c’hi ankeniet e-dro deoc’h da ruzañ ; 
Pa welfot, war an oaled, ma skabellig c’houllo 
Hag ar c’hevnid o steuñviñ war ma fenn-bazh derv, 

Ken’o ! Bered ar barrez, douaroù benniget, 
Pere a guzh ma c’herent gant ar Salver galvet ; 
Da ouel an anaon klemmus, n’in mui war ho pezioù 
Da skuilhañ dour benniget mesket gant ma daeroù. 

Ken’o ! Ma muiañ karet, ma dousig koant Mari, 
Ur blanedenn digar a zeu d’hon glac’hariñ ; 
Eürusted ha levenez skedus zo tremenet 
’Vel en oabl ar goumoulenn gant an avel kaset. 

Na welin mui da lagad ken lemm ha ken laouen 
O virvi gant plijadur, e ti pa erruen, 
Da zornig gwenn ken mibin o treiñ ar c’harr e dro ; 
Da vouezh flour mui na glevin o kanañ va gwerzioù. 

Pa oamp er c’hatekismoù, hon daou c’hoazh bugale, 
Hon c’halonoù diskiant, e kuzh a ’n em gleve, 
Dirak gwerc’hez ar c’hroazhent, nag a wech e touejomp 
Na erruje birviken disparti etrezomp. 

Yaouank ha dibreder, siwazh ! ne ouiemp ket 
Nag a bet c’hwerventez er vuhez zo hadet ; 
Evidomp ne oa, neuze, lezennoù na roue, 
N’an’vezemp met ul lezenn, hini ar garantez. 

Ken’o ! Ma nes-amezeg, Yannig ma gwir vignon, 
Kamalad ma c’hoarioù ; ma breur dre ar galon, 
Piv a gemero bremañ lod e-barzh ma foanioù ? 
Piv a gomzo ganin-me deus ar gêr hag ar vro ? 

Hepzon te ’yelo bremañ d’ar parrezioù tostañ, 
Da bigosat al leurioù, ’barzh al lazhoù-dornañ ; 
Hepzon te ’yel da c’hounit maout ar c’hourenadeg, 
Da chasañ war rubanoù e-barzh ar varradeg. 

Ken’o ! Ma c’hazeg velen, skañv evel un heizez, 
Mistr evel ul logodenn, jentil ’vel un oanez ; 
Ne’z santin ken, dindanon, gant an hast, o tripal, 
Ma daouarn mui ne stagint ar seizenn war da dal. 

Ken’o ! Ma c’hi kaezh, Min-Du, ma leal kamalad, 
N’afomp ken, dre ar c’hlizhenn, da glask roudoù ar c’had ; 
Na glevin ken, er menez, da chilpadenn skiltrus, 
War ma dorn mui ne santin da deod garantezus. 

A-benn un nebeud amzer, kalz a vignoned yen, 
’Barzh er soudard divroet, hep mar, ne soñjfont ken, 
Met da galon-te, Min-Du, n’eo ket ken ankoueüs ; 
Pell e ri c’hoazh va c’hañvoù, gant da yezhoù klemmus. 

Ken’o ’ta plijadurioù, leurioù nevez, predoù, 
Nezadegoù, nozvezhioù, foarioù ha pardonioù, 
Ebatoù ken birvidik, binioù sart ha sklentin, 
Na drido mui va c’halon gant da sonioù lirzhin. 

Ken’o kement a garan, ken’o da virviken ! 
Pell ouzh a Vreizh me ’varvo, mantret gant an anken, 
’Vel ur blantenn gizidik, evit ar vro krouet, 
A rank gweñviñ ha mervel, kerkent m’eo divroet. 

  D’an Aotroù Herri, e Kemperle, gwir Vreizhad a galon hag a yezh