Hirvoudoù ar chaseer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    kinniget 
    da’m mab Prosper 
    telegrafier 

war don gallek : La St Hubert 

Gag e pep lec’h ! ha gag bepred ! 
Sier goullo ha min mouzhet, 
Setu petra eo ar chase. 
Ha keuz ’teus c’hoazh d’an didu-se ? 

    **** 
Tan ha kurun ! Luduiñ ’vel kizhier ! 
Ni zo c’hoazh reut, sonn mat war hon elloù ! 
Met ne gav mui netra ar chaseer ; 
Petra ’dalvfe bragal dre ar parkoù ? 
N’on ket c’hoazh moal ! Ma barv n’eo ket loued ! 
’Lies, ’velkent, en deus bervet ma gwad 
Pa selaouen mouezh skiltrus ar chas-red, 
Hag an drompilh o tournial er c’hoad. 
Gwelet am eus an tourc’h-gouez kounnaret, 
En em strinkañ dre greiz ar brouskoadoù, 
Ar yourc’hig, mistr, gant ar spouron follet, 
O tibradañ, uhel, dreist ar bodoù. 
Pelec’h ’int aet, – moc’h gouez ha yourc’hed ? 
An diwezhañ zo darev da vervel ! 
Na chom outo, met kroc’hen direunet, 
Hag eskern kraz, stag ouzh dor ur c’hastell ! 

Ar blev, ar pluñv, holl, siwazh ! ez int boull, 
Ouzh ar gedon, n’en deus hogos hini, 
Ar c’honifled a guzh ’barzh en o zoull, 
Graet eo, pell zo, kañvoù ar c’hlujiri. 
Gedon penn gwenn – ha glujiri koefet, 
Ar re-se c’hoazh, zo stank er parkeier ! 
Paotred diskuizh, diwallit, mar karit ! 
Ar gedon-se a bak ar chaseer ! 

Ni hon eus bet amzer vat koulskoude : 
Tennet, lazhet, karget ’leizh hon sier. 
Tud yaouank kaezh ! Petra ’dapit aze ? 
Logod, razhed, pintiged ha kizhier ! 
Grit eveldon, skourrit ho fuzuilhoù, 
Sant Hubert kozh, hon tad hag hon faeron, 
A zo mouzhet war e skaon, en neñvoù, 
D’hen divouzhañ, kornomp a nerzh-kalon !