ar Fubuenn, lestrig a vrezel

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

war don : Gwennili tremeniad 

  I 

Displeg da astellig ! 
Ma Fubuenn koantik ! 
  Mistr ha kempenn, 
War gribell ar c’hommenn 
Nij, herrus ha skañv ; 
  ’Vel ar gouelan. 

Prim, prim, a denn-askell 
Ma doug eta, pell, pell, 
  Ouzh an douar 
Ken karget a c’hlac’har, 
Ken leun a boanioù kriz, 
  Hudur a bri. 

War da c’horre, mor frank, 
Ne weler ket a fank, 
  N’eus na drezenn, 
Linadenn, na spernenn, 
N’eus ’met an dour, an ne[ñv], 
  Braster… Doue ! 

Pegen brav eo bevañ ! 
Pegen brav analañ ! 
  A-us, heol splann, 
Mor eonus dindan, 
Gourdrouz skiltr an avel 
  Er wern uhel. 

Ho[ !] Pegen stank e red 
Ar gwad, er gwazhied, 
  Hag er galon. 
Dibled, ha dispouron 
A drid sart, ha laouen, 
  Gant ar wagenn. 

Levenez ha didu ! 
Gwelet brav a bep tu, 
  Ar peskig drant, 
Al labousedig koant, 
Lirzhin, o tarnijal, 
  Pe o vragal. 

’Barzh en oabl glan, al loar, 
Da noz, skedus, a bar ; 
  Steredenn gaer 
Patronez ar sturier, 
Ave Maris stella ! 
  Mater alma ! 

Alies e soñjer 
En dousig-koant, er gêr, 
  Er vamm, en tad, 
Ha gant hir huanad, 
An daeroù tomm ha flour 
  A ruilh en dour. 

  II 

Un deiz, pa savo kroz 
War-zu enez ar Saoz, 
  Dispak da flemm ! 
Dispak da flemmig lemm ! 
Gant herr a darzh-kalon 
  Bec’h d’al leon !!! 

Pegen kaer eo mervel, 
Evidout, Breizh-Izel ! 
  ’Kreiz an taran, 
Ha krozmol an emgann ; 
Ar mor glas evit bez 
  Gant gwalc’h Doue. 

Displeg da astellig ! 
Ma Fubuenn koantik ! 
  Mistr ha kempenn, 
War gribell ar c’hommenn 
Nij, herrus ha skañv ; 
  ’Vel ar gouelan.