ar C’hwrac’h kozh hag an div vatezh
- Préface de F.-M. Luzel
- Jabadao ha kaniri I
-
Jabadao ha kaniri II
- al Louarn besk
- Perinaig hag he fodad laezh
- ar Bleiz hag an oan
- an Den hanter-oad hag e ziv vestrez
- Razh kêr ha razh kouer
- Margod ar big, ar plac’h faeüs
- an Daou glasker-bara hag ar graonienn
- ar C’hwrac’h kozh hag an div vatezh
- ar Miliner, ar vab hag e azen
- an Daou vignon
- ar C’hog-raden hag ar verienenn
- Da ziwezhañ
I
Ur c’hwrac’h a oa, e Montroulez, –
Ur c’hwrac’h varvek, – ur gozh kazhez, –
Hir he dent, – lemm hec’h ivinoù, –
Trelatet gant diaoul ar skoedoù.
Div vatezh yaouank oa ganti,
Div blac’hig skañv a izili,
Nezerezed ar re gaerañ,
– Kouskerezed eus ar gwashañ.
An hini gozh, n’en doa ken pred,
Nemet da sevel gwall abred.
– Kilhog an ti, – orged, – e-leizh,
– A drompilhe da c’houloù-deiz :
Kerkent, – skañv evel un heizez,
– An diaoulez, a lamm er-maez,
Ur vrozh lous, – ’peg eus he zailher,
En he zreid – ur c’hozh votoù ler,
Ur pennad rousin ganti ;
Ha da veskañ, ha da c’hoari,
Stropañ pankoù ha kadorioù,
Skiñvier, armelioù, dorojoù.
Heñvel eus ur vuoc’h penn-follet,
Hi ’red da wele ar merc’hed ;
Ha d’o gervel, – ha d’o hejañ :
« – Er-maez, – div c’hagn ! – prim, er-maez ’ta ! »
An div blac’h, – souchet ’n o zoullig,
– A roc’h hag a gousk marv-mik,
Ret mat eo, siwazh ! dihuniñ,
Kaer zo fringal, en em reudiñ.
Fant a zamzigor ul lagad,
Soaz en em graf, ’n ur vazailhat ;
O div e krozont, kounnaret :
Mervel a ri, kilhog daonet !
Mervel ’eure an dihuner,
– Mouget ganto an trompilher.
– Allaz ! Na wella tamm o stad :
Ne ra, en enep, ’met gwashaat.
Ar vleizez kriz, a-c’houdevezh,
Na serr lagad, na ne baouez,
Da bep koulz noz ’int trubuilhet.
Kement-se o deus gounezet.
II
Kalz, kalz en em zishualañ,
En em lui* wazh, peurliesañ. [pe luzi]
Ma hoc’h eus poan, gwaskit warnañ,
Lezit ar c’hilhog da ganañ.
Paol gozh zo paotr lemm, a lârer,
Koulskoude eo ’n em vourdet kaer,
O klask eeunañ he gar d’he vamm,
He zorret en deus en daou damm.
da Y.-V. An Andouar, e C’hozh-Varc’had