Distro ar soudard e Breizh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwengamp, P. Le Goffic, 1865
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    I 
Da welet a ran adarre, 
Va bro garet, Menez Are, – 
Pell diouzhin poan hag enkrez ! 
Tridal a ran gant levenez ! 
 
Gwelet a ran, – pell e draonienn, 
Tour an iliz, er goumoulenn ; 
Ar moged, n’un droidellat, 
O tibradañ ’us ti ma zad. 
 
Klevet a ran ar c’hloc’h sklentin, 
Ar vombard, ar binioù lirzhin, – 
Un eured a zo dre amañ, 
Jadabao ! ebat ! tra, la, la ! 
 
    II 
Demat ! demat ! kamaladed ! 
Gwin ’leizh ar sku’l ! kanomp, paotred ! 
Eurvad deoc’h, priedoù nevez, 
Gant ur c’hrubuilhad vugale. 
 
    III 
Ma mamm ! ma zad ! ma dous Mari ! 
War ma c’halon ! ha start, ho tri ! 
C’hoarzhomp ! gouelomp ! Vad ’ra gouelañ 
Gouelañ, gant eürusted ha joa ! 
 
Sellit ouzhin ! Yac’h-pesk, bepred ! 
’Kreiz an tan ruz, ’kreiz ar c’hleñved, 
C’hwi a viras, Gwerc’hez c’hlan Breizh, 
Ar soudard paour a zalc’h ho feiz. 
 
E Rumengol, deiz ar pardon, 
M’ho trugarekao, Itron ! 
Me ’ray seizh tro d’an aoter vras, 
O kerzhet war ma daoulin noazh. 
 
Ma c’hi Min-Du ! Perak yudal ? 
Na zistroin ken da Vro-C’hall ; 
Ni a raio c’hoazh tro ar c’hoad ; 
’Vit ma’z out kozh, da fri zo mat. 

N’on ken soudard ! Mamm, ma chupenn, 
Paeet eo ma dle d’al lezenn. 
Mari ! Tap krog er sizailhoù, 
Deus da droc’hañ ma moustachoù. 
 
C’hoarzhin a rez ! Ma ! keuz ’meus de’, 
C’hwezh ar poultr a zo c’hoazh gante ; 
Bet ’int skornet, bet ’int ruzet 
Hogen, gant den n’int bet krennet ! 
 
Tavomp war-se, – ur pok bremañ ; – 
Peur an eured ? – Perak ruziañ ? 
Lâr-te da’m mamm, ’zo mamm dit-te, 
’B’oe ’mañ da hini gant Doue. 
 
An hanternoz ! – Prim d’ar gwele ! 
Warc’hoazh vintin, abred ’vo deiz, – 
Ni a yelo, holl, a-vandenn, 
D’ober gweladenn penn-da-benn. 
 
Redek a rafomp ar pradoù, 
Ar parkeier, ar brouskoadoù, 
Gwelet a vo an ebeulien, 
Ar c’hezeg, ar gazeg velen. 
 
Ar saout, al leueoù dizonet, 
Ar c’hole brizh, an ejened, 
Ha (respet d’an neb am selaou) 
Al loen a soroc’h en e graou. 
 
    IV 
Ma ’meus desket un tamm galleg 
’Meus ket dizesket brezhoneg, 
Na ’meus ket ankouaet ma c’himiad, 
kerneod on ! Penn, kil ha troad. 

Piv na gan ma c’himiad er vro ? 
Ra blijo deoc’h ma son distro. 
O ! ’Vit meuliñ hon Breizh karet, 
unanomp hon mouezhioù bepred. 

........................................................ 

  D’AM C’HAMARAD A. BIJON, 
    doktor-louzaouer e Kemperle 

Te a oar fritañ louzoù 
Ouzh droug-kof, remm ha pistigoù, 
Me a ziduell, gant ur son, 
An den gouliet a galon, 
Me ’ra gouelañ, soñjal, c’hoarzhin : 
Em giz, n’on-me ket medisin ?