an Den hanter-oad hag e ziv vestrez

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war an ton : ma karoc’h 

 I 

Na c’heller ket bezañ bepred, 
Bezañ bepred ha bezañ bet : 
Hounnezh zo ul lezenn digar 
A bado keit hag an douar. 

  II 

Jakez zo bet, siwazh ! n’eo mui 
Ur paotr frammet a izili, 
Bremañ eo daoubleget e chouk, 
Loued e vlev, kramennet e c’hoûg. 

Ar merc’hed a gare kenañ, 
Hi a rae chiboudoù dezhañ, 
Hogen, eus e holl vestrezed, 
Div hepken ’neus gallet miret. 

An div-mañ oa intañvezed, 
Gwragez a don, krediñ ’c’hellet* :    [pe c’hellit] 
Unan outo zo bepred glas, 
– Majorez, ’velkent, a bell bras ; 

Eben oa un tammig merglet, 
Hag un nebeudig dislivet, 
Roud an oad a ouie kuzhat 
Hag a zek vloaz ’n’em yaouankaat. 

  III 

An div-mañ – en ur gaketañ, 
En ur c’hoarzhin, ’n ur c’hogezañ, 
A-dalek ar beure d’an noz, 
A bente blev ar marmouz kozh. 

An hini gozh a ziframme 
Un toullad blev du a chome, 
– ’Vit ma vije outi heñvel ; 
– Eben d’ar blev gwenn ’rae brezel. 

– Kement a rajont o c’hwenna[t], 
O tiluziañ, o tismantrañ, 
Ma teu moal ’vel un irvinenn 
Pe ur penn-leue digroc’hen. 

  IV 

Pa weljont ar c’haezh, er stad-se, 
Ganto oe kaset da vale, 
C’hoazh e rajont goap dioutañ, 
Goude bezañ peilhet ’nezhañ. 

Jakez a lavaras neuze : 
« – Itronezed, bennozh Doue ! 
Digoret ’c’heus ma daoulagad, 
Skiant a brener da bep oad : 

M’am bije kemeret, dre wall, 
Unan ac’hanoc’h e oan dall : 
Moarvat he dije ma c’hoefet, 
Goude bezañ ma direunet. » 

  V 

Pet kilhog pinous ’skamp d’ar gêr ? 
Pet dañvad touzet a weler ? 
Eürus pa viront o c’hroc’hen, 
O daoulagad hag oc’h empenn ! 

  da J. Binet, e Kallak 
  Itronezed, bennozh Doue !