an Daou vignon

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

  I 

E Breizh-Izel, – p’e lec’h all, – 
– Daou wir vignon oe gwechall. 
– En hevelep kêr savet, 
– O faskoù ’doa graet kevret, 
– Tennet d’ar seurt heñvel deiz, 
– Pep tra oa boutin gante. 

N’ouzon o anv, ma feiz ! 
Unan Yann, – Fañch egile. 
Yann, – un nozvezh, a sav, krenn, 
Ha strafuilhet bras e benn ; 
Redek a ra, diskabell, 
Da di e vignon fidel. 

Hanternoz a oa neuze, 
Kousket an holl a zoare. 
– A nerzh e vrec’h Yann a sko 
Ken a spont kizhier ar vro. 
– Fañch a lamm eus e wele 
Dihunet ’kreiz un huñvre. 

Eus e vignon e c’houlenn 
Perak eo ken diskempenn : 
« – Kollet ’peus e c’hoari flu ? 
Ma yalc’h a zo dit, diouzhtu ! 
Bet az peus kroz gant ere* ?    [dual] 
Setu ma brec’h, ma c’hleze ! » 

« – N’eus ger, – Fañch, – a gement-se, 
Met me ’meus bet un huñvre : 
Da welout ’raen – dislivet, – 
Koazhet, – kastiz, – diflaket, 
– Gant spont ’on redet raktal 
Da’z kwelout, mignon leal. » 

P’hini oa gwellañ mignon ? 
– P’hini ’doa gwellañ kalon ? 
– Kaerañ tra ur mignon mat ! 
Lennañ ’ra ’n ho taoulagad, 
Hoc’h ezhomm a-ziarbenn 
’Vit espern deoc’h ar goulenn. 

  II 

Na n’int ket stank e nep bro, 
– Kollet ar moul a bell zo. 
– Ar vignoned, peurvuiañ, 
– Na garont nemet ho tra. 
– Stank an anv a vignon, 
– Boull an hini zo gwirion. 

’Pad zo laezh gant ar vuoc’h, 
Ez int stouet dirazoc’h, 
Ober ’reont chiboudoù 
D’ar c’hi, d’ar c’hazh, – d’al leueoù. 
Mar teu d’ar vuoc’h dilaezhañ, 
Kenavo mignon, ha skañv ! 

  da T.-V.-M. Billette, e Gwerliskin 
  Kaerañ tra eo ur mignon mat !