an Daou glasker-bara hag ar graonienn
- Préface de F.-M. Luzel
- Jabadao ha kaniri I
-
Jabadao ha kaniri II
- al Louarn besk
- Perinaig hag he fodad laezh
- ar Bleiz hag an oan
- an Den hanter-oad hag e ziv vestrez
- Razh kêr ha razh kouer
- Margod ar big, ar plac’h faeüs
- an Daou glasker-bara hag ar graonienn
- ar C’hwrac’h kozh hag an div vatezh
- ar Miliner, ar vab hag e azen
- an Daou vignon
- ar C’hog-raden hag ar verienenn
- Da ziwezhañ
I
Un devezh, – daou valeer,
– Paotred diskuizh ha seder,
Dantet evel daou gi red,
Digor o c’halon abred,
Etrezek ar gêr dostañ
A gerzh skañv, en ur ganañ.
II
O daou ’oant mignoned vras,
Pa weljont, ’rez an hent bras,
Ur graoñienn c’hwek ha melen,
O kouezhañ ouzh ar wezenn.
Setu an daou baotr, diouzhtu,
A red dezhi d’an daou lamm ru[z].
Kenavo, mignonaj !
Savet heskin ha ragach :
« – Me ’meus gwelet da gentañ ! »
« – Me zo krog enni bremañ ! »
Da flip ! Da flap ! Bazhadoù.
Gwad a strink eus ar frioù.
’Kreiz ar gann, ’n aotroù barner
A zispak gant e c’hrefier.
« – Hola ! Petra zo, paotred ?
Perak ’oc’h ken kounnaret ?
Peoc’h diouzhtu d’ar c’hoari pav !
Ha komzomp evel tud vrav. »
« – Evel-henn, aotroù, ’mañ ar bed.»
« – Nann ! Nann ! N’e selaouit ket ! »
« – Gaou a lârez, kozh targazh ! »
« – Ha te, treitour, min Yudas ! »
« – Peoc’h ! A-walc’h a sklêrijenn !
Roit din prim ar graoñienn. »
– Ar barner brav he debras
Hag ouzh o fri, he chakas.
« – Mat eo, ’mezañ, ar vo’adenn ;
Setu deoc’h pep a grogenn. »
Tud a bluenn, tud a sae,
Ni ’vev ouzh ho fallentez !
III
Selaouit mat, genaouegien,
Tud tagnous, heskinerien :
Neb a c’hounez ar breudoù
A zeu, lies, divragoù ;
– Ar paourkaezh a goll, siwazh !
A zistro d’ar gêr en noazh.
da Y.-P.-M. ar Skour, barzh Rumengol
tud a bluenn, tud a sae,
ni ’vev ouzh ho fallentez.