Chapel Sant Erwan

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Guingamp, P. Le Goffic, 1865
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    I 

O tremen ’parrez Kalanel 
En em gavis ’rez ur chapel ; 
Ur chapel savet a-nevez 
Da Sant-Erwan-ar-Wirionez. 

’Us an nor dall zo kizellet 
Skoed DU PARC, aotrounez brudet, 
Gant o ger : Trec’hiñ pe vervel ! 
Ger tud dispouron er brezel. 

Ya ! C’hwi zo bet tudchentil reizh, 
Marc’heien galloudek a Vreizh. 
Pegen kaer e oa ho kwelet, 
Start, taer, war ho kezeg sternet. 

En em strinkañ, ’vel an taran, 
Gant ho kleze dir, en emgann, 
A-raok bepred, sonn ho panniel, 
O krial : Trec’hiñ pe vervel ! 

Ho kwad, ’vel dour en deus redet, 
’Vit gounit bez Salver ar bed : 
DU PARC, eo unan an Dregont 
A drec’has ar Saoz divergont. 

Stourmet hoc’h eus d’ar marv, 
’Vit ar roue, ar feiz, ar vro, 
Marvet, an dorn war ho kleze, 
Ho taoulagad war-zu an ne[ñv]. 

    II 

An amzer, gant e falc’h garv, 
En deus roget ho pannieloù, 
Diskaret tourioù ho kestell, 
Poultrennet eskern ho kernel. 

Hogen, chomet zo koulskoude 
Ur barzh dister ouzh ho lignez, 
Evit kanañ, e yezh Arvor, 
Meuleudioù bras d’hoc’h eñvor. 

  d’an Itron Mari Ange du Parc a Gergadou 

Itron, c’hwi zo merc’h ouzh o gwad, 
Hag hen anzav a rit gant stad ; 
Miret hoc’h eus karantez Breizh, 
Bro al lealded hag ar feiz. 

Deoc’h e kinnigan va gwerzioù, 
Dister, ’vel brug hon menezioù, 
Hag ho kalon wir a drido, 
O klevet heklev ouzh ar vro.