ar Gwir vro

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

E-barzh er palez kaer el lec’h m’emañ bremañ 
Ene va mignonez eürus da viken, 
Na me ’garfe gallout tañva, da vihanañ, 
Eus he levenez bras ul lodennig hepken ! 

Met, siwazh ! kaer em eus en em glemm ha gouelañ, 
Chadennet e choman e prizon-kig an den, 
Hep gallout da’m ene, skuizh gant buhez ar bed-mañ, 
Digeriñ bras an nor a gas d’ar sklêrijenn. 

O ! perak ne deu ket an devezh-se kentoc’h, 
Devezh kaer ar marv, da zegas din ar peoc’h 
Hag an eürusted, e bro va c’harantez ? 

E bed ar verzherien, ya, paourkaezh emzivad, 
Te ’golo da viken anken ha kalonad, 
Da’z klac’har a vezo distroet e levenez.