War vor

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Gouel ar mor o lintriñ 
Dindan un heol skedus ; 
Em bag skañv e vezi, 
Annaig, ken eürus ! 
N’ez eus ket en neñvoù 
An disterañ koabrenn, 
Hep aon ’ta deomp, hon-daou, 
’Vit ma kanin laouen : 

    DISKAN 

Va bag, dalc’h un devezh 
Da ouel gwenn digor, 
Ha lusk va mignonez 
War mor an Arvor.
 

Lezomp an teodoù fall 
Da gomz, hervez o giz ; 
Hor gredenn hon diwall, 
Kemeromp hor frankiz ; 
Gant ma vimp, dirak Doue, 
Direbech da viken, 
E c’hallomp bezañ gae, 
Hag e kanin laouen : 

O ! lez war da c’hened 
Da barañ va selloù, 
Ken a deuint ar stered, 
D’ar pardaez, en neñvoù, 
Gant aon n’em befe ket 
Devezh all ebet ken, 
Er bed-mañ, da’z karet, 
Ha da ganañ laouen :