Tristidigezh

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Abardaezioù ken kaer a wechall, d’ar sulioù, 
Pa’z aemp, en un huñvreal, a-dreuz ar pradoù glas, 
Er gwenodennoù sioul hag e-kreiz ar c’hoadoù, 
En ur soñjal ennoc’h va glac’har a zo bras. 

Dre druez, en em guzhit dirazon, bokedoù, 
Rak ar gwel ac’hanoc’h hepken, bremañ, va glaz, 
Lugernit ’vit an neb ne skuilh ket a zaeroù, 
Va lezit da ouelañ va mignonez, siwazh ! 

Heol skedus, en em guzh a-zindan ur goabrenn, 
Grilhed ha laboused lezit ho kanaouenn, 
P’em gweloc’h o tremen, va c’halon rannet holl. 

E-lec’h un amzer gaer, e-lec’h al levenez, 
Da’m spered, da’m c’halon leun a dristidigezh 
E plij un amzer du gant un avel diroll.