an Teodoù fall

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

An teodoù fall o deus graet o labour euzhus ; 
Annaig, ne c’hallimp mui, siwazh ! en em welet ; 
O ! na perak ar fall, o tra ken sebezus ! 
Kentoc’h eget ar mad, a vez atav kredet ? 

Ne c’hallin klevet mui da vouezh ken dudius ! 
Lenn en da zaoulagad a werc’hez, ar glanded ; 
Hiviziken me ’dle, dilezet hag e-kuzh, 
Gouzañv sioulik ar boan graet da’m c’halon rannet. 

Met an dud kriz a c’hall eus va gwalleur c’hoarzhin, 
Eus ar mintin d’an noz, eus an noz d’ar mintin, 
Gant o zaolioù trubard, kreskiñ c’hoazh va gouli ; 

Gant ma gouezin ez out eürus ’vel un Ael, 
Gant ma vo da galir, atav, leun-holl a vel, 
E c’haller, hep ehan, skuilhañ vestl*, em hini.    [bestl]