Son (1)

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

E-kichen ur menez 
Ez eus ul lojennig ; 
E-touez he bodad gwez, 
Pegement eo koantik ! 
Nag a bet gwech, en deiz, 
Evit mont betegi, 
Me ’gemer an hent strizh 
A y-a da zor an ti. 

    DISKAN 

Evit gounit kalon 
Va Dousig koant ha ker, 
Piv ’zesko din ur son 
Dudius ha tener ? 

Hogen me ’chom atav, 
A-dreñv d’ar c’harzh, kuzhet, 
Ha dont a ran en-dro, 
Hep bezañ bet gwelet ; 
Petra ’ra din eta 
Ken alies koll amzer ? 
Perak huanadañ, 
Hep lavaret ur ger ? 

Siwazh ! el lojennig 
Emañ va c’harantez, 
Hag ar gaerañ plac’hig 
Em eus gwelet em buhez ; 
Hag a-greiz va c’halon 
Ken gwirion he c’haran, 
Ma choman mut, gant aon 
Ne lavarfe din : nann !