Mignon, te pehini zo bet test eus va foan,
Pa gouezhis mac’hagnet war dachenn an emgann,
Hag evel ur gwir vreur ec’h eus va dastumet,
Hep aon ebet, da’z tro, da vezañ diskaret,
A-raok mervel, mignon, ma da drugareka
Ha da bed da zaeroù va c’homzoù diwezhañ :
– Eürus te ’c’hallo, war douar Frañs diskennet,
Da vihanañ mervel el lec’h ma’z out ganet ;
Kerkent ha ma laki war douar hor bro da droad,
Lavar d’an heklevioù, da gement tremeniad,
’On e-kreiz an emgann, e gwir soudard, marv,
En ur zalc’her bepred ar soñj c’hwek eus va bro.
Ma teufes da dremen un deiz dre va farrez,
Etrezek va zi soul e karfen e yafes ;
Pell da vezañ maner, bihan eo va lojenn,
Met koantik eo kenañ, gant he mogerioù gwenn,
E disheol gwez-derv leun a ganaouennoù,
E-harz troad ar menez ha war ribl ar pradoù.
Kae pelloc’h, er jardin kelc’het gant ur c’harzh beuz ;
Tro-war-dro d’ur feunteun a zour yac’hus, ez eus
Ul letonenn glas-kaol, dindan gwez-avaloù ;
Div vaouez a weli beuzet en o daeroù ;
An div vaouez-se n’o deus nemet ur soñjezon,
Nemet ur garantez e goueled o c’halon :
Unan a c’hed he mab, holl fiziañs he c’hozhni;
Hag eben ar mignon ’dlee bevañ ganti.
O va mamm ken tener ! O va gwir vignonez !
Er Baradoz hepken ho kwelin un devezh.
Met te, va mignon ker, ma yafes eus va ferzh
Evit reiñ d’o c’halon un nebeudig a nerzh,
Lavar em eus em feiz dalc’het atav fiziañs,
Hag ’on marvet, en ur grial : « Bevet ar Frañs ! »