Kenvroiz ker eus Leon

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Poent bras eo d’ar Vretoned a fell dezho e chomfe o yezh bev, enebiñ ouzh ar gerioù divrezhonek a deu, nebeut-ha-nebeut, d’en em ruzañ en hor yezh, en ur vougañ ar gwir vrezhoneg.

Daoust ha ne glevit ket bemdez, en-dro deoc’h, gerioù evel ar re-mañ : parlant — kaozeal — jamez — pousier — kontantamant — vizaj — sertenamant — koler — joa — uzaj — posubl — kompren ?…

Nag a bet kant ger evel-se a c’hallfen da lakaat dirak ho taoulagad !

Gerioù brezhonek gwirion hon eus, hep kaout ezhomm eus ar gerioù nevez-se, ha labour fall a reont ar skrivagnerien o laka en o skridoù, war digarez eo deuet ar c’hiz da gomz evel-se.

Dre ar c’hazetennoù, al levrioù, ar gwerzioù, ar sonioù, eo e teuimp a-benn da zigas a-nevez ar c’hiz eus ar gwir vrezhoneg.

Skrivagnerien, roomp eta an dorn an eil d’egile evit enebiñ ouzh an enebour.

D’ar barzh eo da zigeriñ an hent.

Met n’eo ket a-walc’h lezel a-ziaskren ar gerioù divroad gwisket e brezhoneg, ouzh un enebour all ar barzh a dle c’hoazh herzel.

Ral e kaver ur barzhoneg aes a-walc’h da lenn ha da glevet, rak kazi e pep lec’h e weler vogadell ouzh vogadell (hiatus) pe un hanter re a c’herioù mac’hagnet dre ar virgulenn uhel (apostrophe).

Klasket em eus el levrig-mañ enebiñ gwellañ ma c’hallen ouzh an daou enebour bras-se d’hor yezh ; plijit gant Doue e teuy kement barzh yaouank da ober atav gwelloc’h-gwellañ, evit brasañ mat an teod hag ar skouarn ha, dreist-holl, evit diskouez n’eo ket ar brezhoneg ken rust ha ma’z hel lavar kalz a dud, dre c’hwarizi avat, peurliesañ.

 

    Pierre Pronost