Eus ar sklavaj m’eo bet diframmet ar bobloù,
M’eo deuet ar garantez e-lec’h ar gasoni,
M’eus levenez el lec’h n’oa nemet an daeroù
Ha m’eo dleet lezel e wir gant pep hini.

Eo dre m’en deus Jezuz, gant e brezegennoù,
Trec’het ar bed paian, mouget ar gwarizi,
Ha dre m’en deus, gwelloc’h c’hoazh eget dre gomzoù,
Skuilhet, dre garantez, e wad evidomp-ni.

Met un ober ken kaer ne blij ket da Satan,
Er bed kristen n’eo ket mestr ’vel er bed paian,
Setu perak e klask, a-nevez, diskibien.

Kavet en deus e c’hoant ; rak ar Frañmasoned
O deus touet da reiñ, da Briñs an Droug, ar bed ;
Met ur C’hrist frañmason ne vo kavet biken !