Annaig

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Ar bokedoù glasañ, digor er pradoù bras,
N’o deus ket al liv kaer eus he daoulagad glas ;
Ne weler ket gwinizh, en hañv, e nep tachenn,
Alaouret, stank hag hir, evel he blev melen ;
Iskis* ha dudius eo kan an alc’hwedez,
Kalz dudiusoc’h c’hoazh eo mouezh va mignonez. 

 

* Iskis a dle bezañ degemeret amañ evel ar ger gallek extraordinaire.