D’he ene

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Al laboused o deus achuet o c’hanaouenn, 
          Kousket ’int en neizhioù ; 
Ar pardaez a zo klouar, kaer eo mont da bourmen, 
          Ur pennad, er maezioù. 

Met pardaez ar sul-mañ n’eo ket heñvel, siwazh ! 
          Ouzh ar re warlene, 
Rak an dristidigezh a ziskenn gwashoc’h-gwazh, 
          Em c’halon, em Ene. 

O te va mignonez, pehini ’gouie karet 
          Evel ur bugelig, 
’Vit frealziñ da vignon, perak ne c’hallfes ket 
          Diskenn ur pennadig ? 

’Vit lavaret din peur e tilezin an douar, 
          Evit ur bed gwelloc’h ? 
Rak biken, a welan, em draonienn a c’hlac’har 
          Ne c’hallin kaout ar peoc’h. 

O ! perak eus an Neñv ne deuez ket, en noz-mañ, 
          Da derriñ va chadenn ? 
War divaskell un Ael, ganez, en ur ganañ, 
          Eürus e yafen !