He anv

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Va Dous muiañ-karet, va c’hentañ karantez, 
Oa ganet, eveldon, war ar maez, e Breizh-Izel ; 
En hon div lojennig n’oa nemet paourentez, 
Met ne glaskemp nemet frankiz ’vit hon divaskell, 
               Ha laouenidigezh. 

Pa vije deuet Annaig er straed gant he deñved, 
E lavared diouzhtu : Per n’eo ket pell ac’hano ; 
Rak atav, war he lerc’h, me ’boulze va loened, 
Ha bemdez, da guzh-heol, ar mare ’vit an distro, 
               Me ’yae d’he darempred. 

Nag a bet huñvre kaer a raemp e-pad an deiz ! 
Pa vijemp deuet en oad, ni ’deufe da zimeziñ ; 
Hag hor c’halon kerkent da lammet en hor c’hreiz, 
En ur soñjal : pa vez kalz a garantez en ti, 
               Eur pinvidik a-leizh. 

Ur sulvezh, en ur c’hoad, e kroc’hen ur wezenn 
Em boa skrivet don-bras anv va muiañ-karet ; 
Soñjal a raen : un deiz, Annaig, en un dremen, 
A welo, goude lenn an anv ganin skrivet, 
               Pegement he c’haren ! 

Siwazh ! Annaig a yoa re gaer ’vit ar bed-mañ ; 
Er baradoz he deus ur gurunenn a werc’hez ; 
Met va c’halon rannet, alies, en ur ouelañ, 
Evit lenn er wezenn anv kaer va c’harantez, 
               D’ar c’hoad ez an bremañ.