Da’m delenn

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Brest, P. Gadreau, 1902
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

A-boan m’oa diskennet va mignonez en douar, 
Ma tirollas warnon noz teñval an enkrez, 
Rak den ne gemere perzh e-barzh em glac’har, 
               Den ouzhin n’en doa truez. 

Ma’z eo doanius gwelet, da bep diskar-amzer, 
An delienn o tiskenn, ar vleunienn o c’hweñviñ, 
Goude bezañ soñjet, prestik e lavarer : 
               Ne c’hallent bevañ mui. 

Met me, ken yaouank c’hoazh, bleunienn hanter-zigor, 
Bezañ gant ar gwalleur war va zreid disec’het, 
Taolet ha distaolet, evel war ur gwall vor 
               Ur vag hep stur ebet ! 

Koll a raen pep fiziañs, pa glevis o sevel 
Eus an deñvalijenn ur vouezh madelezhus, 
Skiltr evel an avel, kaer evel mouezh un Ael, 
               En ur ger, dudius. 

Ar vouezh a lavare : « perak kement gouelañ, 
Ha perak er gwalleur plegañ kement da’z penn ? 
Ganez ur vignonez a chom c’hoazh er bed-mañ : 
               Hounnezh eo da’z telenn. » 

Ha d’ar vouezh-se, kerkent, va c’halon da dridal ; 
Dirak va daoulagad an heol a lugerne, 
Bez ez oan ’vel un den, skoet gant un huñvre fall, 
               Pa zihun er gwele. 

O va delenn ken ker ! o va brasañ teñzor ! 
Nag a zevezhioù kaer a dlean dit em buhez ! 
Daoust ha pet a frealzi c’hoazh war douar an Arvor, 
               Goude ma vin er bez ?