Meur a wech ma’z eus dienez
           En hor stad,
Ec’h eus, en distro, karantez
           Da vamm vat ;
Ma n’ec’h eus ket, va bugelig
           Ken karet,
Gwele ’vel ar re binvidik
           Da gousket,
Da gavellig n’eo ket yen
Ha kempenn eo graet ganen*.    [ganin] 
Gra da gousk, sioulik evel un Ael,
           Rak atav,
Da vamm vat, e-kichen da gavell,
           A chomo.

Ma ne welez en un huñvre
           Palezioù,
E welez digor marteze
           An Neñvoù,
A-zindan an heol ken skedus
           Greun melen,
Er c’hrignennoù bokedoù ruz,
           Glas ha gwenn,
Ha laboused a bep liv
O nijal dreist ar maezioù.
Gra da gousk, sioulik evel un Ael,
           Rak atav,
Da vamm vat, e-kichen da gavell,
           A chomo.

Da zilhad prenet gant va foan
           A zo paour,
N’em eus ket evit da sae c’hloan
           Spilhenn aour,
Ha pa zihunez, va bugel,
           Ne c’hallan
Diskouez dit nemet ur c’hoariell :
           Ar groaz stenn
Eus va chapeled, bemdez,
Chapeleded d’ar Werc’hez.
Gra da gousk, sioulik evel un Ael,
           Rak atav,
Da vamm vat, e-kichen da gavell,
           A chomo.