Annaig

- Dedi
- Kinnig
- Kenvroiz ker eus Leon
- Annaig
- Son (1)
- Deus
- Son (2)
- War vor
- an Teodoù fall
- Hanternoz
- Egile
- Merzherez
- Anken
- He marv santel
- War an aod
- un Abardaez a viz Mae
- He boked diwezhañ
- He anv
- Amzer dremenet
- Tristidigezh
- ar Gwir vro
- Dilezet
- D’he ene
- Va-unan
- D’an dud hep kredenn
- Er vered
- Lireuenn he bez
- Goude va marv
- Da’m delenn
Gant ar Gelted e vez kemmesket an dihun hag an huñvre, ar bed-mañ hag ar bed all, war a leverer. Se zo kaoz e kaver ken bras diforc’h etre al lennegezh eus Breizh hag hini eus Bro-C’hall, marteze.
Setu ar garantez hec’h-unan, lakaet da verc’h : Annaig en tu-mañ, Hélène en tu-se. Pa gan Pierre Pronost glanded hec’h ene, e kan Pierre de Ronsard kened he c’hig...
Emañ Annaig o vervel : ne vern, gwell a se zoken, pa ne vo ket saotret he feurbadelezh gant ar pemdez. Emañ Hélène o koshaat : mallozh warnezhi, pa n’he deus mui nozvezhioù e-leizh da gavout saour outo...
Gant Pierre Pronost, da nebeutañ, e vez kemmesket ar c’hlac’har hag ar feiz, ar c’heuz hag ar spi, hag evel-se e teu deomp daeroù puilh.