ar Re dilezet

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 03/11/1912
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar c’hloc’h, ’us d’ar barrouz truezus a ziston ;
Goude gouel bras ar sent, setu gouel an anaon ;
Evel-se, er bed-mañ, an holl draoù a dremen ;
Goude al levenez, ar boan hag an anken.
An hañv, gant e vuhez, en deus roet e lec’h,
D’ar gozh-amzer peoc’hus ha d’he dremm leun a nec’h,
An heol, en oabloù griz, ne ro mui d’an douar
’Met ur sklêrder doanik hag un dommder klouar ;
’Vel evnigoù tiet, an delioù aour melen
A gouezh war ar geot sec’h gant un huanadenn,
Ar wazhig a hirvoud d’he ribloù marellet,
Skrilh al lanneg a dav er brugoù dislivet :
Ha laboused ar c’hoad, ’n ur bakañ o zelenn,
En em guzh, strafuilhet, er c’hleuniadoù radenn.
Met, en deiz-mañ dreist-holl, pa respont d’ar c’hlaz-noz,
Heklev ar c’hoadoù bras, ar saonenn hag ar roz,
Un hurusadenn yen, a deu eus ar vered,
’Vel un aezhenn a gañv, a dremen war ar bed,
Sioulder vras ar maezioù a seblant pounneroc’h,
Ha pep tra a gemer un dremm ankeniusoc’h.
Dirak ur skouer ken kaer, daoust ha ni, kristenien,
A vefe hon-unan o tiskouel hon yenienn ?
Daoust ha ne glevomp ket er c’hlas ha ’n e glemmoù,
An anaon kaezh o skeiñ war dor hon c’halonoù ?
O ! gwechall, en hon Breizh, bro ar gizioù santel,
Ur c’hiz kaer a rene el loj hag er c’hastell :
An norioù digor frank, pep taol gwarniset mat,
Ar re varv henoz a deue a-vagad
Da zebriñ, da ziskuizh, d’azezañ huñvreüs
En ti o doa gwechall bevet ken evurus.
O Breizh, ma bro garet, daoust hag avel ar fall
’Us d’ho penn kantvloaziek, pa dremen ’n ur yudal,
A vije kreñv a-walc’h d’ober deoc’h dilezel
Gizioù ken enorus, eñvorioù ken santel ?
Nann ! Breizh, mar oa gwechall bro garet an anaon,
Dezhe c’hoazh, en hon touez, eo digor pep kalon,
Ha pa diskenn an noz he mantell moredus,
Pa hirvoud an avel un diskan glac’harus,
Dre an hentoù don-don, karget a eneoù,
Breizhiz evel gwechall a deu d’an ilizoù.
Bale a reont holl, dilavar ha didrouz,
Dre an traoniennoù gouez hag ar menezioù rouz,
Gant bec’h e eñvorioù pep hini zo sammet,
Ar bev hag ar marv a seblant unanet...
Setu int er vered, e ti an anaon paour,
Ar vered, hon ti-ni, daoust d’ar lorc’h ha d’an aour.