da Liz Bellec

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 18/08/1912
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    war don an Hader

Stouet dirak ar bez ’lec’h ma kousk Lizaig,
Ur vouezh a lavar din : Kemer da delennig (bis)

Da ganañ an enor d’ar baourez kalonek
Ur son a drugarez, ur sonig vrezhonek.

He memor a oa leun eus ar marvailhoù kozh,
A gonter c’hoazh e Breizh ’tal an oaled bemnoz.

Taolioù kriz an Ankoù hag e falc’h treitourez,
A oa anavet-holl gant Liz, ar gonterez.

Met un devezh, siwazh, Lizaig gozh d’he zro
A nijas evit mat da vro he marvailhoù.

Amañ, mar kousk he c’horf war lez ar mor divent,
Hec’h ene zo, hep mar, dihun e bro ar sent.

Gant Marc’harid Fulup ’tal sent kozh an Arvor,
Doue da Liz Beleg ’noa miret ur gador.

Ha, pa davo telenn Marc’he’id, ar ganerez,
’Vo goul’et ur marvailh gant Liz, ar gonterez.

– Barzhez ar marvailhoù, o Lizaig karet,
Dirak ho pez hirie Breizh-Izel zo stouet.

Trugarez d’ar Breizhad, ar barzh e galon aour,
En deus miret eñvor eus ar gonterez paour !

War e c’her Brazhed Breizh a zo deut, niverus,
Da zegas war ho pez bleunioù karantezus,

Bleunioù fresk ha dispar, bleunioù karget ar c’hlizh,
Diwanet evidoc’h e kalon ar Vreizhiz,

Da greskiñ ar boked, degemeret ivez,
Ur bodig brug melen a venezioù Kerne.

Ma bleuennig dister eo bleu’enn an Arvor,
Bleuenn ar garantez ha bleuenn an eñvor.

He c’hutuilhet am eus war gerden ma zelenn,
He c’hinnig a ran deoc’h war askell ur bedenn.