War ar plouz
e koun noz Nedeleg
ur soudard yaouank d’e vreur bihan er gêr
Pep trouz er c’hazarn a zo kouezhet...
E korn ar gambr ma-unanig,
War un dornadig plouz gourvezet,
Ma soñj ennout, ma breur Yannig.
Kleier Nedeleg o vrañskellat
En noz don ha melkonius
A deu goustadik da luskellat
Ma huñvredigezh ankenius.
Diwar ma gwele yen ha kalet
Me az kwel en hon zi bihan,
Gant tad ha mamm, en-dro d’an oaled,
Ur pezh kef derv ’barzh an tan.
Me a wel da votoù lugernus
’Kichen ma zad er fornigell,
Gwastell edèdu ha chistr eonus
Dispaket war bank tosell ;
Ha pa deu an avel kounnaret
Er siminal da hirvoudiñ,
O soñjal en e soudard karet
Ma mamm baour o huanadiñ
Rak ar c’hoarzh, al laouenidigezh
A zo tec’het gant ar brezel ;
Nann eus fenoz ’met tristidigezh
E beilhadegoù Breizh-Izel...
O ma breurig, sent ouzh ar c’hleier !
Sav ha kerzh d’an iliz parrouz
Da bediñ ar Bugelig tener
Kousket eveldon war ar plouz.
Prestik e welo ma daoulagad
Luc’hed spouronus ar marv...
Goul’ evidon kalon en argad,
Hag al lore da zont en-dro.
Ha, goude, ’n ez kwele marellet,
Ar stalafoù klozet ervat,
Pa deuy ael an huñvre alaouret
Da reiñ dit pok un nozvezh vat,
Da vreur soudard ha da breur Jezuz
A greno gant ar baourentez :
Kousket war ar plouz a zo sklasus ;
Ro deomp kennerzh da garantez !