X

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, AR WERC’HEZ, AR MABIG JEZUZ

AR WERC’HEZ
Deuet ’on amañ da sellet a-dost ouzh ho kalonoù. Karantezus ’int, dioc’h a greden. Rak se, pareet em eus Annaig. N’hen ankounac’haio ket, fiziañs am eus.

ANNAIG
N’hen ankounac’hain biken, Gwerc’hez santel, hag ho karout a rin bemdez muioc’h-mui.

AN AELIG KENTAÑ
Emañ ar c’hilhog o vont da ganañ, ha ni da zistreiñ d’an Neñvoù.

ANNAIG
N’her grit ket ! en anv Doue ! chomit, chomit c’hoazh ur pennad. N’em eus ket bet amzer, a-walc’h, da sellet ouzhoc’h, Santez Mari, ouzh ar Mabig Jezuz, ouzh an aeligoù, gant va daoulagad m’eo fellet deoc’h reiñ ar sklêrder dezho.

AR WERC’HEZ
N’omp ket evit chom pelloc’h amzer, paour plac’hig kaezh. Mar chomfemp amañ, an douar a zeufe da vezañ heñvel ouzh an Neñv, ha n’hell ket bezañ. Kenavo, va merc’hed karet.

MARC’HARID glac’haret
Allaz Doue ! n’ho kwelimp ken, neuze ?

AR WERC’HEZ
Eo, er Baradoz, m’emaoc’h, dre c’hras Doue, o vale war an hent a gas davetañ.

MADALEN
Karomp, bennigomp ha meulomp, bremañ ha da viken anvioù santel Jezuz ha Mari !

AN HOLL hag AN AELEZ
Evel-se bezet graet !

Ar gouel a ziskenn.