Marc’h Salomon

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 12/01/1919
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’an aotroù Kerdilez, medisin-loened en arme

’Vit pep loen ’vel pep den ez eus, ’pad ar vuhez,
A-berzh e sant patrom disheñvelidigezh ;
Hemañ a zo karget da servijañ ’n aotroù,
Hennezh da labourat liesañ er parkoù.
’Vel-se marc’h Salomon1, dre gemenn Sant Herbod,
’Sikoure er maezioù, a rae enno e lod.
E anv oa Moji ; livet ez oa e gwenn ;
Bezañ ez oa tolpez hag ouzhpenn korbezenn.
M’am eus un eñvor mat e teue eus Landi
’Lec’h e werzhas e vestr, koueriad e Ploudiri.
Met petra a ra se ? Em bro eo e rankit
Gwelet Moji er stern ’vit gouzout e verit.
E Kerberoù da Nec’h, ’pad tri bloaz warn ugent,
Er memes mereri e kerzhas war bep hent ;
Zoken n’oa er barrez na bourc’hiz na tieg
N’en doa e implijet ’vit ur charreadeg.
Ar parkoù, da gentañ, a chomje sebezet
Ma na glevjent « Moji ! » e tu pe du hopet.
Kerkoulz ne gerc’hed maerl ha ne raed douar kozh
Hep na veze Moji ’n abadenn betek noz.
Moarvat ec’h anave e holl dalvoudegezh,
Rak, pa stanke ur marc’h e Sav-Bras2 ar menez,
Moji a zistaged da lakaat en e blas,
Ha ma taolfec’h evezh – n’eo ket me hen kavas –
E oac’h sur da intent en e c’hwrizinkadenn :
« Petra ’z oc’h, kezeg keizh ? Netra en va c’hichen ! »
Neuze ar vugale ’roe d’añ tammoù kreun ;
Evitañ ’n o zogoù e klaskent dour feunteun
Ken dous ez oa outo m’o douge daou-ha-daou.
Soñj, o Salomonig3 ! ’pignemp warnañ er c’hraou !
Soñj c’hoazh penaos, ur wech, bleinet gant da dad-kozh,
’Tiskenne er roudoù4 ’keit ma oad o c’hortoz :
« Hast afo, momeder ! » a lâras da eontr Yann.
« Ro peoc’h, ’ta, glabouser ! » a glevas ken buan.
Muioc’h-nui an Tad-kozh e loen mat a gare ;
Leun pe c’houllo e garr, morse n’hen regasje.
’N ur gozañ e-gevret e voe ur gwir zudi
O c’havout o kerc’hat e parkeier an ti
Legumaj pe velchon, en hañv, evit ar saout.
Tro-ha-tro e kleved « Chom ’ta, va breur, va maout !... »
Hag, en e garantez, eñ ’laoske d’ober droug,
Da zivegañ ar c’haol a samme war e c’hoûg,
Ar pezh a lakae atav ar baotredoù,
Pa zistroent d’ar gêr, da gontañ kalz bourdoù.
An tad-kozh da respont, en ur vont d’e wele :
« Pa wennaoe ho plev, ’furaot marteze... »

    ***

Er maezioù, hen gouzer, pa ve oadet an den,
’Vit al labourioù bras n’hen goulenner mui ken.
Er c’hiz-se an tad-kozh hag e vignon Moji
Ne reont, un tamm zo, ’met traoù en-dro d’an ti.
Dinerzhet ha treutaet, kollet gantañ e vrud,
Moji a dremene, melkonius, difonn, mut...
Evel ur penedour... Kammañ a rae gwashoc’h,
Diaesoc’h e vouete, hag ivez nebeutoc’h.
N’ouzon perak, ur wech, e komzed, goude koan,
D’e gas d’ar c’hivijer5 da echuiñ e boan.
Kerkent ha ma klevas an Tad-kozh ’zalc’has penn :
« Ola, va zud, goustad ! ’Vit kaout priz ur c’hroc’hen,
Me a rofe va marc’h da gontell ur c’higer !...
An dra-se, kredit mat, ne vo graet em amzer.
Bevet en deus amañ ; amañ ’vo douaret,
Pe me ne vin doujet !... Klevet ho peus, paotred ? »

    ***

Diwar an devezh-se, en ur park, tost d’an ti,
’C’helled en un dremen gwel’t Moji o peuriñ,
Gwall-gastiz, hir-vlevek, nemet war e feskenn :
Enni ’doa ar sugell merket don he roudenn.
’N e gichen ma savjed hep soñj divrec’h ur c’har,
Raktal en em lake ’lec’h n’en doa bet e bar...
En ur gerzhet d’ar skol hen galve pep paotrig,
Hag outo al loen paour a selle klañvidik.
Ur mintin her c’haved en ode o peukat...
Dirak e vestr mantret e serras e lagad.

    ***

Antronoz, er c’hovel, ne gomzed ’met a se :
Holl o doa ’vit Moji ur ger a garantez.

 

1 merour e Kerberoù da Nec’h, er Fouilhez, marvet d’an 9 a viz meurzh 1890
2 Ar gwashañ sav eus ar vro, e-lec’h e veze ar vugale, d’ar charreadegoù maerl, o sellet ouzh ar c’hezeg o sachat.
3 Mab bihan Salomon
4 War hent ar Yun-Ruz
5 E Lambaol, bro ar c’hivijerien