Baleadenn gwechall

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Les sources sont particulières à chaque texte
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 31/03/1918
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    D’ar « soudard kozh »

Baleadenn gwechall, lec’hioù koant a garen,
Dont a ran d’ho kwelet henoazh en un dremen,
          D’ho kwelet ur pennad ;
Da bleustriñ ho touar am eus kement pleustret,
Da glask an eñvorioù ho peus, hep mar, miret,
          Miret gant huanad...

Tener ’oc’h da’m c’halon, ha tridal a ran kalz
Gant an evurusted ha gant ar gwir frealz
          Am eus ouzh ho kwelet ;
Levenez evidon eo ho kavout hirie
Heñvel bepred ouzh dec’h, ha c’hwi din adarre !
          N’em eus ket ho kollet.

Hag az karan bepred, gwazhig a ruilh ken drant
A-hed ar prad didrouz gant ur c’hgarzhioù* arc’hant ;    [?] 
          Hag e soñjan penaos
Ez on chomet kant gwech amañ da brederiañ,
Da glevet ac’hanoc’h ken seder o kanañ
          Betek pell-pell en noz...

Hag em eus kutuilhet war da ribloù ivez
« Rouanez ar pradoù », warni ur c’hlizhenn vae :
          Perlez e-mesk bleunioù ;
Hag he c’hasen ganin da ginnig d’ar Werc’hez
Gant he c’hened dispar ha gant he freskañ c’hwezh,
          E-touez ar richanioù.

Da garout a ran c’hoazh, hent kozh dizarempred,
E-lec’h ma plije din diboaniañ ma spered
          Ha bale ma-unan ;
Nag a wech trouz ma zreid a strafuilhas ennout
Meur a evn a glaske, koulz ha me, ac’hanout,
          Hag a dec’he gant doan !...

Hag ho karout a ran, dreist-holl, o roz ha koad,
C’hwi hag a roe din ar peoc’h gwellañ dalc’hmat,
          Ho peoc’h hag ho sioulder ;
War-lerc’h devezh trubuilh, nag e oa diskuizhus
Dont da glask ho frankiz, tec’hel rak trouz kazus,
          Dilezel pep preder !

O beurevezhioù hañv, goloet a vorenn,
Heol aour a zispake lintrus eus ar oabrenn,
          Taolenn an disparañ !
O nozvezhioù klouar mezheven, miz gouere,
Dudius a c’hwezh-vat ha karget a huñvre,
          Hoc’h eñvor a viran !

Ha, gant an eñvor-se, kalz a eñvorioù all
A zegasez en-dro, baleadenn gwechall...
          Int a zo tremenet !
Met, daoust d’ar bloavezhioù, ez int ken birvidik
Ma tizhont em c’halon, em c’halon gizidik,
          Mennozhioù dihunet...

Ne skuizhan ket ganit ha ret mat eo tec’hel ;
Karout a rafen chom, chom c’hoazh ha dilerc’hel,
          Met n’hallan ket dale ;
An amzer a zo deut ; ar Barzh a zoug kleze ;
E delenn ne gan mui, rak mouezh ar Vro, du-se,
          A c’halv he bugale.

Hag ez an gant ma hent... Mont a ran kalz skañvoc’h ;
Poaniet avat un tamm, met a spered kreñvoc’h !...
          Ha dont a rin en-dro ?
Da soñj a vo bepred garanet don em c’hreiz,
Baleadenn gwechall, kornig santel a Vreizh,
          A gavin da’m distro...