daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Me ’gar al lannoù bras gant o bleunioù melen,
Gant o reier uhel ha gant o brugoù ruz.
Va c’halon, pa sellan oute, ’lamm evurus
Em c’hreiz, ha va ene a drid ’vel un delenn.

Me ’gar ar c’hoadoù don, ar c’hoadoù kozh derv,
’Lec’h e vouskan e peoc’h al labousedigoù,
’Lec’h e voud an aezhenn ’mesk an deliouigoù,
’Lec’h e ouel da serr-noz ar c’haouenned garv.

Me ’gar ivez meurbet, me ’gar ar menezioù,
Gwir vronnoù maen a skuilh dalc’hmat, gant larjentez,
O doureier trouzus ha fresk war ar maezioù.

Met, kant mil gwech muioc’h, diventañ karantez !
Me ’gar an « hini c’hlas », me ’gar, me ’gar ar mor,
A yud, a groz, a gan, tro-war-dro da’m Armor.

          Even 1908