AN HEVELEP RE, AR PERSON, AN AOTROU GARO

AL LABOURERIEN
                          Doue r’ho pennigo !

AR PERSON
                                                               Petra
A zo c’hoazh a-nevez ganeoc’h e Keranna ?

AR PELIKARD
Kalz traoù, Aotroù Person.

AR PERSON
                                                  Gwel’t ho peus, a-nevez,
Ivon Nikolazig, sur a-walc’h, ho santez ?

NIKOLAZIG
Ya ! Aotroù Person.

AR PERSON
                                     Mat.

D’an Aotroù Garo, a-gostez

                                              Ne ’z eus ket a voien mui
Da dennañ an traoù-se eus e benn.

D’ar re all, kreñv
                                                                 Met ha c’hwi,
Perak ez oc’h deut holl amañ, mar plij ganeoc’h ?

AR PELIKARD
Feiz vat, Aotroù Person, deut omp da lâret deoc’h
Petra hon eus gwelet, ni ivez.

AR ROUZ
                                                      Ya, gwir eo,
Aotroù Person, gwelet hon eus-ni mat ivez,
War un dro gant Ivon amañ.

AR PERSON
                                                     Ha ! War al lec’h
Edoc’h neuze.

AR ROUZ
                            E oamp non pas unan, met c’hwec’h.

NIKOLAZIG
Setu : tregaset bras e oan, rak me ’soñje
Sur a-walc’h an Aotroù Person – hag e vefe
Gwirion va lavar – na’m c’hredo, ma ne vez
Nemedon-me hepken o welet ar santez.
Hag a-hent-all ne c’heller ket krediñ e ve
Aet Santez Anna d’en em ziskouez din ’vel-se ;
N[e] ouzon ket pet gwech din-me ur paourkaezh den
Ha n’en deus ket gouezet biskoazh skrivañ na lenn.
Setu perak deizioù diwezhañ, ne harzen
Ket mui gant ar soñj-se.

PELIKARD
                                             Paourkaezh !

NIKOLAZIG
                                                                       Lâret a raen :
« Santez Anna, va Mestrez vat, ’vit ma kredint
Ennoc’h koulz hag ennon, grit ivez ma welint.
Grit eta ur burzhud evit diskouez d’an holl
Petra ’glaskit : krediñ a reont ez on-me foll. »

GARO
Ha mat ?

NIKOLAZIG
                   Va Mestrez vat a brometas neuze
Reiñ din ur merk ma welje ’n holl petra ’glaske.

AR ROUZ
Hag ar merk a zo deut.

AR RE ALL
                                           Holl hon eus e welet.

AR PELIKARD
Netra kaeroc’h !

LEZULIT
                               An neñv zo amañ diskennet.

AR PERSON
Mat a-walc’h, met pelloc’h, peseurt traoù ’oc’h eus-c’hwi
Gwelet ’vel-se ?

LEZULIT
                              Traoù kaer ’vel n’en deus ket hini
’C’hanomp gwelet biskoazh war an douar, klaoustre ?

AR RE ALL
Nann, sur.

AR PERSON
                     Met lârit ’ta !

AR ROUZ
                                             Ha mat, bez’ e voe
Dirgwener…

LEZULIT
                         Dec’h da noz.

AR ROUZ
                                                   Nezadeg en hon ti.
Aet e oan-me er-maez da zistagañ ar c’hi ;
War-dro un unnek eur bennak, ne oa ket mui
Bodet en-dro d’an tan nemet, just, tud an ti.

NIKOLAZIG
’Nevez en em dennet e oan em c’hambr. An noz
A oa sklêr ; ar stered a weled ; da c’hortoz
Ar c’housket da zont din, setu me a-zevri
Da bediñ Santez Anna hag ar Werc’hez Vari ;
Ar c’housket ’n zeue ket kaer am boa her goulenn ;
A-greiz-holl e welan em c’hambr ur splannder wenn
A luc’h evel arc’hant. Ha me ’soñje neuze :
« Setu va Mestrez vat, dont a ra adarre
O welet ervat e vennan fall-galoni
Ken tenn ha ma’z eo kas da benn he c’hevredi
Da’m frealziñ, pe da’m gourdrouz ! » Met nann ! N’oa ket
He soñj dont da’m gourdrouz, er wech-mañ, tamm ebet.
Ken laouenig a tra e vousc’hoarzhas : « Ivon,
Emezi, ’vit lakaat da grediñ ar Person
Hag ar pennoù kalet all mard eus, it d’ar red
Diouzhtu, mar plij ganeoc’h, da glask ho mignoned ;
Ur c’houlaouenn bremaik dirazoc’h a skedo
Heuilhit-hi betek al lec’h ma’z ho kaso. »

AR PELIKARD
Kaout testoù, e-leizh, kompren a rit a ranked.

NIKOLAZIG
Ya ! Mont a ran d’o c’hlask hag ar c’hentañ kavet
Eo va breur kaer Loeiz.

AR ROUZ
                                            Aet e oan, me ’lavar deoc’h,
Da zistagañ ar c’hi ; ne soñjen ket pelloc’h.
En un taol me ’wel va breur kaer : « Deus, eme’añ,
– Da b’lec’h ? eme’on-me – Deus atav ha buan. »
Setu ni o redek eus un tu d’un tu all
Hon-daou a di da di da zihun ar re all.

GARO
Perak ’oac’h-c’hwi aet da zihunañ ’r re-mañ
Kentoc’h…

AR PERSON
                      Ya ! Kentoc’h eget an dud all a Geranna ?

AR PELIKARD
Feiz ! Tudchentil, ni eo ’n amezeien dostañ.

GARO
Amezeien ha mignoned eus ar gwellañ.

AR PERSON, da Nikolazig
Tud prest kaer d’ho krediñ pe da lâret ’veldoc’h.

LEZULIT
Ha ! Nann avat, Aotroù Person, prest kaer kentoc’h
Da grediñ en devoa hanter gollet e benn.

AR ROUZ
Fellout a rae dezhañ gwerzañ kement tachenn
En deus e Plunered evit sevel, e-unan,
Ur chapel… Kement-se hol lakae ni gwall glañv !

NIKOLAZIG
Kerkent ha ma’z omp holl bodet, che, ni a wel
Ur piled berr ha tev dirazomp o sevel
Hag o kerzhet… Ni hen heuilh…

LEZULIT
                                                            Oh ! Na pegen kreñv
E skoe hor c’halonoù en hor c’hreiz, pegen gweñv
E oamp-ni, soñj ho peus, tra ma’z oamp o tiskenn
Gant ar straed zon, en ur heuilh holl, ar c’houlaouenn.

AR PELIKARD
Krediñ a raemp gwelet ’n hor raok ar steredenn
He devoa ambrouget ar rouaned a-benn
Da graouig Bethleem.

AR ROUZ
                                          Me ’soñje : « Va Doue,
Perak ez omp-ni bet dibabet ? »

LEZULIT
                                                           Me ’lâre :
Ar Mesi a zo falvezet gantañ diskenn
E-mesk ar Vretoned, ’michañs, hag eñ a venn
Ma vo, evel gwechall, ni, ar re zisterañ
A vo galvet d’e adoriñ, ar re gentañ.

NIKOLAZIG
E penn all ar straed zon ni a wel a piled
O sevel just dreist ar gloued hag o vonet
E park ar Bosennoù. Eñ, eñ treuz, hag el lec’h
M’en deus Mark Ardeven torret e arar dec’h.
Eñ a jom hep fiñval ’vel e pign ouzh ur barr ;
En un taol, ni her gwel, o tiskenn d’an douar,
O sevel, o tiskenn en-dro, teir gwech ’vel-se
Hag oc’h en em guzhet el lec’h a ziskoueze.
Lakaet em boa va zroad war al lec’h tra ma’z ae
Va breur-kaer Loeiz da glask ur bigell : « Toull aze. »
A lavaras dezhañ pa’z oa erru en-dro.

AR ROUZ
Distro me a gemer va beñveg hag a sko
Un taol : ar geot a deu ganin ; un taolig all
Just ’vel pa vijen bet o c’hoari bazhig dall.
En trede gwech me ’glev an douar o soniñ
Hag oc’h ober an trouz a ra ’n houarn o skeiñ
War un tamm koad bennak.

NIKOLAZIG
                                                    Hag un tammig war-lerc’h,
Un toull digor ha don – O burzhud eus he ferzh –
Ni a wel dirazomp skeudenn va Mestrez vat,
Just, ’vel pa vije bet  kouezhet ganeomp a blad,
Hep ne ouie hini ’c’hanomp e oa eno
En douar abaoe ouzhpenn nav c’hant vloaz zo.

GARO
N’ho peus ket holl gwelet ar piled ?

AR PERSON
                                                                 Ne ’z eus ket
C’hoazh un hanter eur vat, sur ’on, em eus kavet
Maze Guillas ha, daoust ma’z oa ganeoc’h fenoz
P’hoc’h eus dizouaret un tamm koad brein ha kozh,
N’en deus ket gwelet na steredenn, na piled
E park ar Bosennoù dirazañ o kerzhet.

BLOENNEG
Ha ! Feiz, Aotroù Person, me n’em eus ket ivez
Gwelet netra pa lavarin ar wirionez
Met, klevit mat, met me ’oar perak ; nag eñ na me
N’hon eus ket graet hor pask er bloaz-mañ ; ’vel-se eo.
Ur pec’hed e vefe ’velkent lâret emañ
Deut kerkoulz an dud fall gant Doue ’n amzer-mañ
Hag ar re vat !

AR RE ALL
                            Ya, sur.

GARO
                                           Va zud vat, setu c’hwi
Bodet amañ dirak ar C’hrist. Daoust ha touiñ
A rit eo gwir-bater komzoù Nikolazig ?

HOLL
Ya !

AR PERSON
        Diwallit, re hardizh ho kavan, kalzik.

NIKOLAZIG
Dirak ar groaz, Aotroù Person, me ’dou eo bet
Skeudenn mamm ar Werc’hez dre vurzhud adkavet.

AR PERSON
Piv ’lavar deoc’h eo bet ar c’hozh tamm koad brein-se
Skeudenn ur sant bennak gwechall ?

AR ROUZ
                                                                    Oh ! Kement-se
A zo aes da welet ; dall eo ’n neb a fazi ;
Gwelet a reer ar beg, an daoulagad, ar fri,
An daouarn, ar vantell, al livaj…

AR PERSON
                                                             Ha petra
’Reoc’h-c’hwi gant ar c’hozh tamm skeudenn vrein-se bremañ ?

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat he deus lavaret din e fell
Dezhi e savfemp er Bosennoù ur chapel.

AR PERSON
Ur chapel ? Perak ’ta ur chapel ? ’Vit ober
Arc’hant enni ?

NIKOLAZIG
                            Aotroù Person !…

AR PERSON
                                                              Sevel a reer
Chapelioù pa vez ret hag ilizioù ivez,
Met n’ho peus ket ezhomm d’en em gargañ a se.
Ma’z eus un dra bennak er barrez da ober,
Un iliz, ur chapel, ur groaz pe un aoter,
N’eus forzh petra, ni eo ha ni hepken a dle
Ha nann c’hwi, klevit mat, kaout da welet war-se.

NIKOLAZIG
Ha koulskoude, va Mestrez vat…

AR PERSON
                                                             Lez anezhi
A-gostez, ur pennad… Ha n’eo ket ur fazi
Mont da verniañ den ne oar pet kant karrad mein
Da viret diouzh ar glav un tamm koad hanter vrein
Mañ ?

NIKOLAZIG
           Ya, Aotroù Person, setu perak ivez
Ne gredan tamm ebet e vefe ken stag-se
Va Mestrez vat ouzh an tamm koad hon eus kavet.
M’ho pije, en taol kentañ diouzhtu, va c’hredet.
Va Mestrez vat he divije bet c’hoazh laosket
An tamm koad-se, ’michañs, el lec’h m’en deus breinet,
Met goulennet em boa ur sin, ur merk outi
Choazet he deus hennezh da reiñ deomp ha deoc’h-c’hwi.
Feiz ! C’hwi a ray ho soñj, bremañ, Aotroù Person.

AR PERSON
Mat, sellit ne fell ket din bezañ direzon,
’Vit ma ne chomo ket ho skeudenn goad er-maez.
Kontant ’on d’he c’hemer pe en iliz-parrez,
Pe en unan eus ar chapelioù : choazit-hi
Raktal, ar Vadalen, Sant Fiakr, Sant Avi,
Kerisper, Sant Perig, ne vern ; ne c’hellan ket
Lâret gwell. Perak ’ta soñjal e vo savet
Ur chapel nevez deoc’h pa’z eus dija kement
Ha ne vez ket enno gwall enoret ar sent.

LEZULIT
C’hoant he deus, Aotroù Person, an Itron wenn
Da gaout ur chapel all muioc’h.

AR PERSON
                                                          Unan ouzhpenn ?

AR ROUZ
Ya ! Ne fell ket dezhi, moarvat, eus ur chapel
Hag a servij d’ur sant all.

NIKOLAZIG
                                               Ya ! Ret eo sevel
Ar chapel a c’houlenn va Mestrez vat du-hont
El lec’h m’eo bet an hini gozh.

AR PERSON
                                                        Ya ! Hag e kont
Piv ha gant petra a gav deoc’h e savimp-ni
Ar chapel-se ?

da Lezulit

                          Julian, pegement ho peus-c’hwi
E teñzor an iliz ? C’hwi a oar an dra-se
Gwell egedomp.

LEZULIT
                               Pas kalz a dra, ha dizale
Pa vezo peurbaeet al labourioù a zo
Nevez graet er bloaz-mañ, va yalc’h a vo goullo.

AR PERSON
Klevet ho peus, Nikolazig, ne ’z eus ket mui
Kalz a dra e teñzor ar barrez.

LEZULIT
                                                      Nann.

AR PERSON
                                                                  Hini
– P’eo gwir eo teñzorier an iliz – ne c’hell ket
Gouzout gwelloc’h petra c’hell bezañ dispignet
’Vit ober ur chapel nevez : « Pas kalz a dra,
Emedoc’h, rak skañv eo ar yalc’h. » Perak eta
N’ho peus ket klasket difaziañ ’n dud-mañ ?
Oh ! Aes eo lavaret an dra-hont, an dra-mañ ;
« Ur chapel a fell deomp ! » Mat a-walc’h, met piv eo
A gemero ar boan d’he ober ? Feiz ! Pas me.
Ne c’hellan ket sevel ur chapel nevez deoc’h.
Tra a-walc’h a labour am eus gant ar re gozh
Evit o neveziñ, o bravaat, o c’hempenn
Hep soñjal kreskiñ c’hoazh an tregas, war va fenn.

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat, Aotroù Person, [a] ’n em gargo
Da zastum an arc’hant ha netra ne vanko.

AR PERSON
Feiz ya ! Netra splannoc’h. Dont a ray he-unan
Ho Mestrez vat ganeomp da labourat amañ
Da chalbotat ar c’hoad hag ar vein hag ar pri
Ha da gargañ hor yalc’h e troio a-zevri.
Ma n’eo ket ur viltañs ’velkent chom da selaou,
Hep koll pasianted, hevelep sorc’hennoù.

GARO
Aet ’oc’h re bell, Ivon, biskoazh sant n’en deus graet
Ar burzhud a c’hedit e-keñver den ebet.

NIKOLAZIG
N’ouzon ket petra ’ra d’an dud all va Mestrez,
Met me a lavar deoc’h, m’hen tou, ar wirionez.
Setu daouzek pezh aour, sellit pezhioù nevez
Roet din gant va Mestrez vat bet zo tri deiz.

Eñ o laka war an daol.

AR PERSON
Ar reuzeudig !… Soñj en deus bet a gement tra !

D’ar re all

Klevet ho peus ? E vestrez vat Santez Anna
’Neus roet ar pezhioù aour se dezhañ !… Asa !
Met o klask ober goap ’c’hanomp ’velkent emañ !
Santez Anna reiñ aour dezhañ ?… An diaoul kentoc’h,
Ya, an diaoul, m’hen asur… Ne glaskan ket pelloc’h.
Diwall, Nikolazig, klask a rez abaoe
Ma’z out bet touellet, hon touelliñ ivez,
Met dizoloet eo ganeomp da droioù kamm amañ
Hag an aour zo ganez az tamall ar muiañ.
Sell, ne c’hellan ket ken chom dall en da geñver.
Klev va soñj, eeun : bezañ ez eus bet un amzer,
Ne oa ket e parrez Plunered – m’her c’hrede,
Da vihanañ – un den ken devot, ker gwirion,
Kerkoulz ha te…

NIKOLAZIG
                              Truez ouzhin, Aotroù Person !

AR PERSON
Servijet mat ez peus ’n Aotroù Doue, Ivon,
Met an diaoul a zo mestr hiziv en da galon.
Hennezh en deus roet lamm da ouzhpenn ur sant,
Hennezh en deus kollet Judas, diaoul an arc’hant.
Kas ganez an aour-se ; dit ’int ; distal an daol
Eus an aour milliget ’neus roet dit an diaoul.
Truez am eus ouzhit, met ret eo skeiñ mibion
’Vit distagañ, diouzh ar wezenn vat, ar barr brein.
Setu perak adalek hiziv n’c’hellin ket,
Ivon Nikolazig, ma chomez aheurtet
En da soñjoù ’vel-se da lezel da dostaat
Ken ouzh an daol santel ’vel ar gristenien vat.
An dud a drompler, nann Doue ! Diwall emañ
E vallozh prest da gouezhañ warnout, war Geranna,
War ho madoù, warnoc’h-c’hwi holl tud direzon
Ma ne selaouit ket avizoù ho person.