Teñval an noz ’vel toull ur bez. 
Ar Chouanted zo ’n o c’hoazez 

En ur park don, en-dro d’an tan, 
’Vel er garreg sioul morvran. 

Un huanadenn zo klevet 
’Tu all d’ar c’hleuz, ’treuz ar moged, 

’Vel da greisteiz touseged mut 
Pa c’hwistellont munud-munud : 

N’eo ket ur c’hristen huanad, 
Nemet ar gaouenn ’kreiz ar c’hoad. 

Kerkent hanternoz ma skoas, 
En-dro d’ar c’hloz ’sav ar Re-C’hlas : 

Tapet ar Chouanted ’n o zoull 
’Vel ur barr merien en ur poull. 

Na darnij ket al loened deun*    [doñv]  
’Vit al louarn ’tu all d’ar c’hleun*,    [c'hleuz]  

Nikun na spont eus ar Re-Wenn 
O klevet garm ha youc’hadenn, 

Nag o welet emaint tri-c’hant 
En-dro d’ar park ha prim ha drant. 

    **** 

– Glaouer, piv zo ’ta o vlejal 
E koad Bear, ’kreiz an noz dall ? 

– Tri-c’hant a Re-C’hlas o leskiñ 
Kou’et en ur puñs tan da virvi. 

Kleuzet eo bet kloz ar park don 
Gant ar Chouanted digalon ; 

Ha neuze karget gant mouded 
Ha gant mergl an tan goloet. 

Kentañ kammed ’ra ar Re-C’hlas, 
’Bountont betek o daoulin-noazh ; 

Ha pa lammont an eil kammed, 
Betek poull o c’halon ervat ; 

D’an drivet taol ’int o zri-c’hant 
Kuzhet betek o badeziant. 

A-dreñv, tri-c’hant a Chouanted 
Gant pep hini ur forc’h houarnet 

’Vit o distaol ’kreiz an tan ruz, 
’Vel en Ifern ’ra ’n aelez du. 

    **** 

– Glaouer, perak ’c’h-ez beure mat, 
Da seier leun, d’ar Poulleogat ? 

– N’eo ket gant glaou, gant eskern eo, 
Eo ma seier karget hirie, 

Eskern ar Re-C’hlas ’zo devet 
D’ar stankoù ’kasan, d’o bered. – 

Ar su’n* war-lerc’h, e Menez-Bre     [sizhun] 
Aotroù person Prad a lâre, 

’Neus lâret an ofer’n drantell 
Evit en ifern taol ur sell : 

Tri-chant a Re-C’hlas a welas, 
Ha tri-c’hant Chouant donoc’h c’hoazh.