Perinaig (3)

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

              III 

Pell ouzh ar vro a garer eo garv da vervel ! 
Allaz ! ken pell da guzh-heol ha du-hont Breizh-Izel,
          Ma bro kaezh Breizh-Izel. 

Ar valaneg zo ledan ’vel an oabl da greisteiz, 
’Lec’h a glemm ’vel anaon an avel d’abardaez,
          An avel abardaez. 

Dindan un troad radenenn ur gudon oa neizhiet, 
Kouldri steuñvet gant kevnid ’mesk ar glizh alaouret,
          Ar glizhenn alaouret. 

Er c’hoadoù don ’zo pelloc’h an noz a zo du-dall ; 
Eno ’maint al loened gouez ’hed an noz o vlejal, 
          ’Hed an noz o vlejal. 

Hag ivez tro-pad an deiz deus al liorzh da’r c’hoad 
Emañ kludet en delioù ’n evned o vegeliat, 
          Evned o vegeliat ; 

Evurus ’vel an aelez ’diskanont pep amzer, 
Strafuilhet an neñv gante ’vel ’ra bili ’n dour sklêr, 
          Bili kou’et en dour sklêr. 

Pa save bannac’h avel, bemnoz diwar ma dor, 
’Sellen ar goabr o rezañ ’vel listri war ar mor, 
          Al listri war ar mor. 

E-barzh iliz ma farrez eo kaer an ofisoù, 
Hag ar c’hleier zo skiltrus… Kleier kaezh, kenavo ! 
          Kleier santel ma bro ! 

E pevar gorn ar vered a zo savet elvenn, 
Ar groaz zo kuzhet e-kreiz ouzh skourroù ’n ivinenn, 
          Skourr glas an ivinenn. 

Diwar tachenn ar vered grit sklentin ho c’hoari 
Hep aon ebet, bugale, ma hunig da derriñ, 
          Grit sklentin ho c’hoari ; 

Ha banniel kaer ar pardon pa ray an dro pep bez, 
Merc’hed kaezh, na gavfet ket en o zouez ma bez-me, 
          Na gavfet ket ma bez. 

Hag eo gwir ’zo ret din-me leuskel ma yaouankiz, 
Hep den da ouelañ ganin, na m’ dougen d’an iliz ? 
          Siwazh da’m yaouankiz ! 

Me ’garfe c’hoazh ur wechig gwelet ouzh kloued ar porzh 
Ti ma mamm o vogediñ hag aze’iñ ’n he liorzh, 
          Ti ma mamm ! al liorzh ! 

Aotroù Doue, gwall garv, re garv da vervel 
Pell ouzh ar vro zo karet, ken pell a Vreizh-Izel, 
          Ma bro kaezh Breizh-Izel !…