Houmañ zo un dra erru mat 
Etre Landreger ha Langoad ; 

Ken gwir erruet an dra-mañ 
Hag emañ en neñv Sant Erwan. 

Ha diwall zo ouzh an ifern 
D’an hini ’deskas an ofer’n, 

Hep he c’hanañ ’pad e vuhez : 
Ur wech marv ’ranko neuze. 

    **** 

D’un nozvezh eta ur mezvier 
Dre Lokmikael oa ’vont d’ar gêr. 

Daouzek taol hanternoz ’skoas : 
Hag eñ dalc’het war an hent bras, 

’Vitañ en hent na wele den ; 
Nemet ’kleve tud o tremen, 

Pe daou-ha-daou, pe tri-ha-tri, 
O tont eus gardenn Minic’hi. 

Na ger etre an eneoù. 
Gant pep unan oa ur gouloù. 

A-dreñv d’ar bale benniget, 
E-giz ur manac’h dilerc’het 

’Deue ur c’hloaregig e gwenn, 
’Vel da ouelañ pleget e benn ; 

’Vit lâret e ofer’n gentañ 
’Michañs ’deue gant ar re-mañ. 

Burzhudus ’vije da welet, 
Evel un aoter kempennet 

D’an ofisoù ’kaner outi, 
Sant-Mikael neuze ’lugerniñ, 

Lugernus an tour tro-war-dro, 
Ar c’hloareg ’vel m’oe aet eno. 

Hag ur burzhud all ez oa c’hoazh, 
An eneoù war an hent bras, 

Pep hini gant e c’houloù gwenn, 
Evit selaou an oferenn. 

    **** 

Sav eta, sav, avelig-noz, 
Da gas betek ar baradoz, 

Evel pedennoù an aelez, 
Ar c’hlemmgan a deu alese, 

Pedenn ha klemmgan pinijenn 
Evit ar c’hloareg en anken ; 

Rak ar re ’pedjont evitañ 
En o buhez, ’ra c’hoazh bremañ : 

D’ar re garet a chom atav 
Ha koun ha keuz dreist ar marv. 

Hag an avelig-noz neuze 
Evel an ogroù a gane 

’Us d’ar gouloù, pe ’vel ar groz, 
Hep o mougañ, an avel-noz. 

Ha goude ken burzhudus all 
’Vije da glevout en noz dall 

En-dro d’an tour o c’houl’ digor, 
’Vel ouzh ul lestr, un evnig-mor ; 

Teir gwech oe klevet, en noz-se, 
Klemm ar goulm-mor a darnije ; 

Evel kloc’h-galv d’an ofer’n-bred : 
– Introibo, – ’lâre bepred… 

    **** 
Deizioù war-lerc’h, ur baleer 
’Goul’e gant sakrist Landreger : 

– Evit petra, teir noz a zo, 
Emañ ar c’hleier ’vont en-dro ? 

’Vit un tan-gwall eo marteze ? 
– Evit danvez ur beleg eo, 

Aet d’ar bed all hep ofer’niañ, 
A vrall ar c’hleier o-unañ. 

Ha na gavo ket ur c’holist 
D’e ofis, eme ar sakrist, 

Nemet ur mezvier, en hent don, 
Ar pec’hed marvel ’n e galon. 

Siwazh ! ’vit Ronan eo, marv 
A-raok belegiañ ’n e vro… 

    **** 
Mard eo erruet kement-se, 
Ra frealzo ’n Aotroù Doue !