ar Mor-Verc’h

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Merc’hed Landreger zo ken koant, 
’Vel melezourioù en arc’hant. 

Hini ’velkent ’reas al lezenn 
Evel unan ’oa stoubennenn, 

Ul lagad lemm, un dornig fresk, 
Ur c’horfig mistr evel ar pesk. 

E ribl ar mor oa he zi plouz, 
’Lec’h ’vije ’wechoù ur gwall drouz, 

Ha na den na loen koulskoude, 
Hag an nor digor en ti-se. 

Nemet gant un darn ’ve lâret 
Ar stoubennenn oe diskennet 

Evel ur mor-verc’h er mor glas 
Da c’hoari gant ar pesked bras. 

    **** 

An amzer neuze oa garv ; 
Gant ar Re-C’hlas an ilizoù. 

Nes an ti plouz d’an abardaez 
’Gweljent unan bennak an’e. 

’Dalek ma stoke d’an treuzoù, 
’Kleve ar c’hlaz o vont en-dro, 

(War al lestr o koll ’kreiz ar groz 
’Klev pep hini kloc’h e barroz) ; 

Ma lakae un troad en ti plouz, 
Ar c’hlaz ’kleve gant ar mordrouz 

En iliz Priel, dreist al lenn… 
Holl o zagas ar stoubennenn. 

Tri-c’hant ha pemp ha tri-ugent 
’N ur bloaz ’tremenjont ’tre he zent. 

Dispennet an ti plouz, ’lârer 
Ur viñs zo bet ka’t er voger

Hag a gase dindan ar mor : 
Ur wech e-barzh, n’oa nep digor. 

    **** 

Ha merc’hed Treger ’deus brud fall, 
Lakaet ’michañs gant tud Bro-Chall.