Pell ’on bremañ ha pell da viken ; 
Na te, Janig koant, ne’m gweli ken. 
’Vel ma c’hoar az poa ma c’harantez, 
Me da hini em boa marteze. 
Janig oa mat evidon gwechall : 
Ha pediñ ’ray ’vidon ’n ur vro all.

Ma komzan-me dimeus Annaig, 
Ouzhon dezhi na gomzi, Janig : 
Se ’ve goul’ gant ur verc’h digalon 
Un dra galet nemet evidon. 

Milliget an teodoù binimus 
Ma lousajont gant ur vrud euzhus ! 
Na paotrig fall na diaoul na oan : 
Un aelig ’garen eus ar bed-mañ. 
’Vit karantez hi n’en doa, siwazh, 
Pa ’neus ma laosket war an hent bras, 
War un hent hiroc’h ’vit an douar : 
Rak ouzhpenn ’bado c’hoazh ma glac’har. 

Tost ’omp d’an hañv-goañv ; hag an delioù 
Gweñvet a distag eus ar bodoù, 
Ha gant an avel ’vefont berniet : 
Evel an delioù me ’vo gweñvet. 
’Ti ar re all prim ’deuer da gozh, 
Primoc’h ’vit na gouezh er goañv an noz. 
Pa bar an heol ’digor ar bleunioù, 
Ha ma heolig zo kuzhet em bro. 
Ha pa divarr ar gwez an avel, 
Ouzh ’n avel ar maner hep skoazell. 

Plijout ’rae din sellet o tiskenn 
An heol skedus e-kreiz ur goabrenn, 
’Kreiz ar goabrennoù karget a c’hlav, 
Evel ouzh ur palez gouelioù brav 
’Vefent diframm ’met ’vit ma welfer ; 
’Drek ar c’houmoul a zo ur sklaerder. 
Ken ’lârfen ar baradoz digor 
Pa digor ar c’houmoulenn e dor. 
Bepred ’garan sellet o tiskenn 
An heol skedus e-kreiz ar goabrenn. 

Ha da huñvre, Janig, un devezh 
Na gredez ket ouzhin-me kofes, 
Hag en abadenn ’n den yaouank-se 
Dalc’het soñj outañ ’barzh da ene : 
Karantezus m’eo da blanedenn, 
D’ar garantez keuz na ve biken. 
C’hoarvezout a ra ’wechoù, merc’hed, 
D’an hini e galon ’neus gouestlet, 
Evel ar gwenan d’al laeron mel 
Laosket o flemmig ’rankont mervel. 
’Wechoù ac’hane a ve gwasket ; 
Evit yac’haat biken na refed ; 
Ha dre-se, Janig, he c’hoar, ’pedi 
Evit ar paourig ken na weli.