Landreger

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Setu ar c’harr-post a Wengamp 
Gant e gezeg d’ar pevar lamm. 

Deut war o dor da glask keloù, 
’Vel ’klevont ar grizilhonoù, 

Ha tud Pontrev ha tud ar Roc’h : 
Drilh-drilh-drilh-drilh, daou-ugent kloc’h. 

Adarre d’an hent ar c’harr-post, 
Pemp a ganfarded ouzh e lost ; 

Na den goude, met dall ar forn 
’Lez ar c’hoad ’astenne he dorn. 

    **** 

O vont neuze gant an dosenn 
Un tremeniad ’troas e benn, 

E benn ’distroas da welet 
An hent war e lerc’h ’hed da hed. 

Pep tu d’an hent un dastum gwez 
’Lec’h al laouenan ’marvailhe, 

Souezhet hennezh ’kavas penaos 
An hent bras ’treuze koadoù kozh ; 

C’hoazh ouzh ar c’hleuz, ’vel er c’hoadoù, 
Da dud muntret ’save kroazioù. 

Pe tro-war-dro c’hwezh ar spern-gwenn, 
’N ur c’hloz ’soñjas ’oa o tremen. 

Amañ falc’herien ’dreñv d’ar gleud*      [gloued] 
O falc’h ’lemme gant ur maen treut ; 

Hag i da lammat ar gleud moan, 
C’hwec’h pe seizh, evit mont da goan ; 

Taolet filc’hier ’mesk ar melchon 
’Barzh an dumpor ’oa en hent don, 

Ar paotr-karr ’roas e daol skourjez : 
’N dumpor a-raok, ’r re-mañ goude, 

Daou-ha-daou, skoulmet o divrec’h 
’War o c’halon, evel menec’h. 

Gant an dro-gorn pa’z int koachet, 
Nemet an dumpor n’oe klevet, 

Stroñs ar rodoù dre an hent-karr, 
’Vel evit goriñ sklok ar yar. 

Ar sklokeraj en ur bellaat 
Nemet an avel o c’houignat 

’Klever hirvoudus, an avel 
A ren dreist ar c’hleuzioù uhel. 

    **** 
Ar re-se ’n o bugalerezh 
’Deus selaouet hon avel kaezh, 

Pa glemm, pe galv, pe kan, pe gouel, 
D’ur vouezhig kaer o komz heñvel, 

Er goañv ’vel kimiad an ene 
Ha d’an hañv son ar garantez, 

Biken ar re-se n’ankouafont 
Traoniennoù Breizh a zo du-hont. 

N’eo ket c’hoazh un draonienn ’lârfec’h, 
Ken tost d’an neñvoù m’her gwelfec’h, 

Bolz an neñv ken izel ’us Breizh 
Gant goabr evel listri e-leizh ; 

Ha m’eo chouk an neñv ken izel, 
A gan ken koantig an avel, 

’Vel ar c’hurun sklaer ’ve klevet 
Pa dirog an oabl tost d’ar bed. 

Da gement ’zo Breizhad a blij 
Mouezh ar goabrenn diwar e nij. 

Evurus ar re ’mañ o zi 
War douaroù ar Vreizhidi, 

O gwele war an draonienn-se, 
Evit gouelioù re an oabl led, 

Ar mor gant he gouriz en-dro 
’Vel mamm-gozh o luskell atav ! 

    **** 

Na spontit ket diwar ho tor 
O klevout trouz a-du d’ar mor, 

Tud a Landreger, na grenet* :     [grenit] 
Don ar mor-se, garv n’eo ket. 

Ma fell deoc’h klevet en aod fall 
Ar gazeg c’hlas o c’hourrizal, 

Savet he moueñ ’hed ar stered, 
An eon gwenn-kann distaolet, 

Kement a soroc’h hag er c’hoad 
Pa stourm ar bleizi ’kreiz ar gwad…, 

Mont pelloc’h a vanko neuze :
Houmañ eo mor an drugarez. 

Nep beleg eno ’heuilh ar groaz 
N’eo diskennet ’lez ar mor bras, 

Gant ar stol du, ’n e dorn ar beuz, 
Da nouiñ ur vag en he c’heuz*.    [a ya d'en em goll] 

Ar mordrouz ’deu gant ar wagenn 
’Vit m’eo klemmus, zo hep anken. 

Ur vouezhig ’klevfet ouzh an noz, 
Gwerz ur mesaer war ar roz. 

’Wechoù ’velkent ’ve leun ar poull, 
Hag ar mor a diskuilh un houl, 

Un houlenn pe div ’laosk er vro : 
Unan ’ya betek Pontrev, 

Hag eben ’damdosta d’ar Roc’h, 
Sioul ha klouar, n’a pelloc’h, 

’Vel dre hec’h hun ’ra ur wregig, 
Astennet ganti he brec’hig, 

Ha dousik-dous ’kreiz an huñvre 
A lâr anv he c’harantez… 

    **** 

Pa stagas ar c’harr-post e kêr 
Oa ’kouignaoua ’ti ar c’hleier. 

Hag ur c’hloareg diwar e rez, 
Breviel gantañ, ’vont e-maez : 

– Demat deoc’h, hirie ma mammig. 
Setu ho mab da velegig. 

D’ar sul goude ar Sakramant 
’Kanin m’ofer’n-bred, ’vel ’po c’hoant. - 

Outañ ’selle ’pad ar c’hloc’had 
Ur verc’hig en ur galonad : 

– Gwenola gwechall hec’h anv. 
Ar baourez biken ne vleunio : 

Aet he skiant mat gant Doue, 
Ab’oe ma mab zo aet ivez. - 

    ............................................

E Breizh, e giz houmañ zo kalz : 
Ar Werc’hez ra d-ay d’o frealz !