Kanaouenn evit div vouezh

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Goustad, kae goustad, ma lestrig, 
Gant ar mor war-zu Annaig 
            Annaig. 

Ur vag ’welan hag he gwern gwenn, 
M’anv ’glevan ’n ur kanaouenn 
            Kanaouenn. 

War he c’hoazez ar verc’hig kaezh 
’Gwalc’hiñ he zreid ’n traoñ an traezh 
            ’Traoñ an traezh. 

Gwell ’ve d’hennezh bouetañ pesked 
Eget pesketa ar merc’hed 
            Ar merc’hed. 

Tarnijet eo evel un ael, 
He brozh evel ur c’hammigell 
            Kammigell. 

Lakit evezh war ho komzoù : 
Dre ’n aod don skiltr eo an heklev 
            An heklev. 

Brav ’vo din chom ouzh he c’harreg, 
Bravoc’h mar deu hi ’n em betek 
            ’N em betek. 

Gall’* ’ra hirvoudiñ war e vein,     [gallout] 
’Lec’h na vin tapet birviken 
            Birviken. 

Lakit evezh ouzh ho komzoù : 
Dre ’n aod don skiltr eo an heklev 
            An heklev.