Huñvre

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

A-walc’h dridañ, ma c’halonig ! 
Tav, paourig kaezh, kousk ha tav mik… 

    **** 

Keloù ’meus bet deus ma c’hoantiz, 
’Zo aet un devezh gant he giz, 

Ha war ma lerc’h deut d’ar Gêr-Vras 
Ouzh ma c’hlask pe da’m gwelet c’hoazh. 

Tost d’an iliz, ’vit he c’hortoz 
’Oan o vale, ’vel ’raen bemnoz ; 

Hag hi da dremen : Doue ’oar 
’Ur plac’h a sell yen pe glouar. 

Na ger ’trezomp ; nemet raktal 
’Kuzhas en iliz ’vel gwechall. 

Gortoz ’oa din diwar an hent : 
Mouchet eo din Doue ha sent ; 

’B’oe ’meus kollet ar garantez, 
Eo laosket baradoz Doue… 

    **** 

’Vit an noz-se ’oan dihunet 
O klevout gouel ouzh an oaled, 

’Korn an oaled un aelig gwenn, 
Un alc’hwez aour en e gerc’henn, 

Moarvat alc’hwez ar baradoz, 
’Lec’h a nijas d’an hanternoz, 

Nemet oa deut, ’vit kimiadiñ, 
Ur verc’hig kaer evel lili… 

    **** 

Setu ’vo ugent bloaz bremañ, 
’Noz ’eo marv ’meus ’n huñvre-mañ. 

Tud vat, p’em kavfet ma-unan, 
’Vin o lenvañ da’m anaon ; 

Na’m dalc’hit ket, m’ac’h eus truez : 
War seulioù ma dous ’vin neuze.