Mein-bez : Hamonig

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Koue’t a-nevez ’barzh ar Gêr-Vras, 
En hon zouez un nozvezh ’deuas : 

– Eus bro ar balan glas ’on-me, 
’Lec’h a glemm d’an noz ar freizher* ;     [preizher] 

Er binioù me ’oar c’hwezhañ 
Ha gwerzioù kozh ’meus da ganañ. – 

Ha goude n’en deus gwelet den 
Na bet e anv klevet ken ; 

Nemet un devezh zo lâret : 
– Hamonig gant Doue zo aet. – 

Tremenet ’vel ar gwennili 
Goude bet kanet ouzh hon zi. 

    **** 

Mar klevit ’barzh ar c’hoadoù don 
Ur vouezhig o lenvañ ur son, 

Son ar barzh divroet a vo, 
Dindan gazel-ge a gano. 

’Wechoù d’an noz war al lanneg 
Ur c’horfig du ’welfet o vesk* :      [o kantren] 

Ur paourig kaezh ’n e binijenn, 
Kuitaet e vroig da viken. 

Ra vo skañv ar goabr o rezañ 
’Us d’al lanneier, en noz-mañ ; 

Ha ra stoko didrouz ar mor 
D’ar gerreg en-dro d’an Arvor : 

’Vit an tremeniad ma glevo 
Ar barzh o lenvañ er c’hoadoù ! 

    Deiz ouel an Anaon