Harzh ’ta, ki mat, ouzh al laeron 
Hag ar c’hanfarded difeson 
Nemet warnon-me ur wech all. 
Rak n’on na kanfard na laer fall. 

War gap e revr e toull an nor 
Ur penn euzhus, e geol digor, 
Eus treuzioù an nor na fiñve 
Na da harzhal na baoueze ; 

Hag eñ ’harzhe ’vel gant ar broc’h, 
Hag e vouezh skiltrus ’vel ur c’hloc’h : 
Hep aon, me ’lâr deoc’h, tudoù gaezh, 
N’ho pije tremenet ’n e rez. 

Ken un devezh ’sonjis ganin 
’Oa ’vit lammout gant ma ilin : 
N’on ket spontegik, me Breizhad, 
Met an deiz-se ’yenas ma gwad ; 

Gant ur sant bennak n’ouzon ket 
E skoazell pe ’meus goulennet, 
Ma ael mat ’deuas marteze, 
Met un itron gaer ’welis-me. 

Hag al loen, un tamm mat a gi, 
Ma ’pefe gwelet dre an ti
Kein al loen-se ’n em displegañ 
’Vel glevas he frozh* o rezañ ;    [he brozh] 

Skoulmet e lost evel un naer, 
Hag astennet e gorf pounner : 
Gwechall pa dapen ul lazh mat 
Evel-se ’kerzhen ’tu ma zad ; 

Glac’haret mui ’vit ur bugel 
Goude ober fall hag a ouel, 
Oa ledet ouzh treid an itron, 
Ken a strake ma holl galon. 

An itron a rae d’ar c’hi bras 
Allazig gant he dornig noazh : 
Ma ’z-an da gi ’vit m’ fec’hedoù 
D’an ti-mañ Doue ra’m kaso. 

Padog, emezi, d’al laeron 
Ha d’ar c’hanfarded difeson, 
Nemet d’hemañ, harzh ur wech all. 
N’eus doare kanfard na laer fall.