Ur wech damdostik d’ur maner 
Oa o tremen ur baleer ; 

Ar baleer oa o tremen 
E divc’har outañ ’skoulmjont krenn, 

O klevet trompilhoù o son 
Er maner ’drek ul liorzh don. 

Ur gouel bennak a zo amañ, 
Ankouaet ar gloued da brennañ, 

Ar gloued dibrennet war he hed 
Evel d’unan c’hoazh gortozet. 

Ar perc’hirin da vont eno, 
An abardaez deut en hentoù : 

Brizh-deiz ha glas ar wenodenn, 
Hag un itron e du a-benn, 

Hag er penn all an nozvezh vat, 
Trompilhoù lirzhin ouzh tostaat ; 

Klevet an abadenn a reer, 
Dre ’r prenestroù den na weler. 

Bepred ’ae an itron a-raok 
Betek an nor ’lec’h ’dalc’has krog ; 

Hag ur c’hloc’hig ’sonas neuze 
Evel ’rae evit pep mare : 

Kerkent echu an ebatoù, 
Nemet en neñv na oe gouloù ; 

Hag ar c’hloc’h nav gwech ’vorzholas 
’Vel evit ur plac’hig, siwazh ! 

’Vel evit ur plac’h o tremen. 
An itron e du n’welas ken. 

Met ab’oe evel diagent 
’Mañ ar perc’hirin war an hent.