ar Bloavezh triwec’h ha tri-ugent
- À Mr Yves-Marie Gélard
- Préface
- Kofesion
- Annaig
- Steredenn ar C’hozh-Keoded
- Pardon Sant Treveur
- D’ar barzhed eus ar C’hreisteiz
- ar Beorien
- Kanaouenn evit div vouezh
- an Disparti
- Lizher evit e c’hoar
- ur Sell diwar-lerc’h
- Diwar-benn ur c’hi
- D’ur c’henvreur
- ar Bloavezh triwec’h ha tri-ugent
- Karr an Ankoù
- Lizher eus ar gêr
- Diougan
- Ma c’halon a Vreizhad zo leun a velkoni
- Noluit consolari
- an Amzer da dont
- an Añjeluz
- Gousperoù an Anaon
I
Petra zo nevez er gêr-mañ ?
Rak an holl o redek ’welan,
An holl en o c’haerañ gwisket :
Petra zo nevez arruet ?
Tud vat, ha c’hwi ’it d’ur pardon :
Na glevan ar c’hleier o son ;
Sioul ar c’hleier ’n ilizoù,
Met strakal ’ra ar c’hanoloù.
Ur marc’had bras a zo du-hont
’Lec’h a weler an dud o vont,
Hag eus a bevar gorn ar bed
Marc’hadourezh a zo kaset ;
Foar gaerañ Treger n’eus ket brud
’Vel houmañ, na kement a dud.
Ouzh ribl ar stêr ma-unan-penn
An dremeniri vras ’sellen
Eus a bep bro hag e pep giz :
Daoust ha me na welin Breizhiz.
Un denig mat ’c’houl’as ganin :
– Ar straed-mañ ha me ’gemerin ?
– Na [c’h]ouzon ar straed ’gemerfet :
An holl straedoù am eus kollet,
’B’oe na [c’h]ouzon hini ma bro. –
An denig mat zo aet en-dro.
Tremenit hoc’h hent, tudoù gaezh,
’Vel ma na vijen en ho touez.
II
Petra nevez e Breizh-Izel :
Ab’oe n’on-me bet zo ken pell.
N’eo ket tri bloaz ’ti ar re all,
Tri bloaz divroet e Bro-Chall ;
Tri c’hant bloavezh ma ene paour
’Ra pinijenn er purgator,
Ha pa baouezo ma foanioù
’Vo gwall diw’ad ’vit an distro,
Gwall diw’ad. Re ma amzer-me
’Vo aet gant an Aotroù Doue :
An Ankoù ’do graet e damouez,
Ha pep-unan dastumet reizh.
Er vered war ma daoulin noazh,
Pa vin gwelet ouzh troad ar groaz,
– Ur milliget, – ’lârfont neuze,
Pe – un divroet – marteze ;
Den n’en do soñj, na den ebet
N’lâro – an hini dilezet.