Barroù spern hag ivin (2)
- Préface
- Un mot de poétique
- Son ar chufere
- Bale Ahez
- Perinaig (1)
- Perinaig (2)
- Perinaig (3)
- Perinaig (4)
- Perinaig (5)
- ar Re-C’hlas
- ar Mor-Verc’h
- War bez Brizeux
- Mein-bez : Henri Martin
- Mein-bez : Samuel Urrabieta
- Mein-bez : Hamonig
- an Ofer’n wenn
- Landreger
- Noz an Nedeleg
- Gwerz ar vartoloded
- Kanouenn ar miliner
- Pok ar marv
- Huñvre
- Son an nevez-amzer
- an Distro
- Barroù spern hag ivin (1)
- Barroù spern hag ivin (2)
- Barroù spern hag ivin (3)
II
O vont en hent, hep tra da frealz ma c’halon,
’Troc’his ur bod ivin e ti an anaon.
Barr ivinenn koantik, c’hwezh vat ac’h eus laosket
’Vel louzoù war gouli d’ar paourkaezh divroet !
Pa sav ma nec’hamant ’vel avel-kroz war vor,
Bodig an anaon ’degas koun ouzh Arvor :
N’eo ket an aod du-hont, ha pelloc’h al listri,
Ha tro-traezh diwar nij o c’hoagat ar brini ?
E-kreiz ar c’hoadoù frank an evned a diroll,
Dreist kribell ar menez a-raok ma guzh an heol ;
Skiltr eo dre an hent kleuz taol skourjez ar glaouer,
Ha mouezh ar foeter-bro pa gan ken dibreder.
War-dro koan, ouzh ar skol war an dachenn uhel,
Me ’fell din klevet c’hoazh mamm gaezh ouzh ma gervel.
Ar c’hleier a vrañsell : ’vit an ofer’n-bred eo,
Evit ur vadeziant, pe d’ur c’hañv marteze ;
Kempennet an iliz, ha setu ’tont e-maez
Ur rumm merc’hed e gwenn, ’vel ’deiz gouel ar Werc’hez :
C’hwec’h ’doug o mignonez d’he bez ’zo war ar roz,
C’hwec’h all ’kan gwerz ’digor an nor er baradoz…
Bemnoz ’arsav mouezhioù ’zo mouget da viken,
Pa bar ma daoulagad war ar bod ivinenn.