Bale Ahez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

War Menez-Hom pa bar al loar, 
Pleg Douarnenez zo dispar.  

’Vel ma dosta d’an abardaez, 
Ar pesketaer ’traoñ d’ar menez.

Ar pesketaer tro ha distro, 
A dro da sec’hañ e rouedoù ; 

Azezet goude da c’hortoz 
Betek ma vo kou’et* ar serr-noz,    [kouezhet] 

’Mañ o selaou mouezh an avel 
Ur vouezhig-noz a sav a-bell. 

     **** 

– N’eo ket ar goabr ’tu all d’ar mor 
A weler bemnoz o tigor ? 

Kuzhet an heol, n’eo ket bemnoz 
Digor du-hont ar baradoz ? 

Hag ’hed an traezh piv ’ta ’klever, 
O kanañ, lâr din, pesketaer ? – 

An den a vor en deus lâret : 
– Dor vras ar baradoz n’eo ket, 

Nemet ur gêr ’sav d’an oabl splann, 
Ur gêr veur eus ar poull ledan. 

Sell an ti-kêr e traoñ an dour, 
Un iliz gant he gorredour. 

Ha sell o vont d’an abadenn 
Gant he marc’heg ar Vlondinenn. 

Bremañ selaou ken kuñv a gan 
War an traezh an avelig-hañv, 

D’ar gerreg ’vel ’stok al lanv, 
’Vel-se sae seiz en ebatoù. 

– Lavar ’ri din-me, pesketaer, 
Pa sked ar stered en oabl sklêr, 

Perak, stered ’krog da lugern, 
An ebatoù ’kouezh d’an ifern ? 

– Ar gêr Is zo kousket du-se 
Gant Ahez dindan kazel-ge. 

Ar verc’h ’diroll an abadenn 
Bemnoz evit he finijenn ; 

Ha tro pleg-ar-mor graet ganti, 
’Diskenno c’hoazh d’he finiti : 

Tec’hit e-pad a dremeno, 
Rak div glaouenn tan he selloù. 

Ma na ve Doue da’m sikour, 
War he lerc’h ’afen ’traoñ an dour. – 

Met ’ra sin ar groaz ar paotr kaezh 
Pa glev o rezañ brozh Ahez.