an Añjeluz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Din, din, din… an añjeluz : 
Mouezh ar c’hloc’hig zo klemmus 
            D’an añjeluz. 

Din, din, din… n’eo ket ar c’hloc’h 
’Meus klevet bemnoz e Roc’h 
            N’eo ken ma c’hloc’h. 

Din, din, din…. e Breizh-Izel 
’N añjelus hag eñ ’vrañsell 
            Em Breizh-Izel ? 

Gwechall oa gwerz an aelez 
En iliz ’ganemp neuze 
            Gwerz an aelez. 

Gwechall, ya, en amzer gozh, 
Pa beden-me deus an noz 
            En amzer gozh. 

Ma c’hoantig ’meus gortozet 
’Kichen an dour benniget 
           ’Meus gortozet, 

Hag evit ur c’hoarzhadenn 
Em c’have c’hoazh en arbenn, 
            Ur c’hoarzhadenn : 

Kae gouestad, war da seulioù 
’Vel un ene paour m’yelo 
            War da seulioù. 

Eviti De profundis 
’An da lâret ’n un iliz 
            De profundis. 

Pegoulz ’glevin din, din, din 
Kloc’hig ar vro ’kanañ din 
            E zin, din, din.